Keleier d'an 3 a viz Genver 2008
Bed : ar strilheoul en tu all da 100 dollar evit ar wezh kentañ
Frañs : Jose Bove war harz-debriñ abalamour d'an OGK
Naoned : en tu all da 200 karr bet lakaet tan enno da vare Kalanna
Pennadoù berr, aes da lenn
Bed : ar strilheoul en tu all da 100 dollar evit ar wezh kentañ
Frañs : Jose Bove war harz-debriñ abalamour d'an OGK
Naoned : en tu all da 200 karr bet lakaet tan enno da vare Kalanna
Bed : Hin : E Bali ez eus bet kavet un emglev
Frañs : Echu gant troiad Kadhafi
Frañs : Kresket e vo priz ar gaz eus 6% adalek ar 1añ a viz Genver
Geriaoueg :
Hin : climat
Troiad : tournée
Keleier d'an 11 a viz Kerzu 2007
Bed : Su-Korea : Lanv du bras-divent : 10 mil tonenn a eoul-maen er mor melen
Bed : Sina : 43 skolveuriad a c'houlenn ma vo serret ar c'hampoù ma'z eus tremenet 3,5 milion a dud en 50 vloaz diwezhañ
Bed : Stadoù-Unanet-Amerika : An danvez-prezidant Barrack Obama en deus resevet skoazell Oprah Winfrey, ur vaouez brudet-tre e bed ar skinwel
Geriaoueg :
Lanv du : marée noire
Eoul-maen : pétrole
skolveuriad : univeristaire
danvez-prezidant : candidat à la présidentielle
Europa : Rouantelezh Unanet : bec'h war Gordon Brown da heul aferioù arc'hant lous evit arc'hantoauiñ strollad al Labour
Europa : Alamagn : 3e bro washañ er bed goude SUA ha Kanada evit an niver a fuzilhadegoù er skolioù.
Sport : Arc'hantinia : Kevre ar rugbi war-zu ar micheleraat, a-benn ar fin...
Bed : Pakistan : Benazir Bhutto dieubet
Europa : Alamagn : 3e devezh an diskrog-labour war an hentoù-houarn
Breizh : Koulzad brudañ dibar kaset gant Unvaniezh Demokratel Breizh evit adframmañ rannvroioù kornôg Frañs.
Diskrog-labour gant Air Frañs : war-zu ur 5vet devezh da heul ?
Darfour : Pennoù an ABU a gav dezho ez eus danvez er c'hendivizoù zo bet kroget ganto.
Rusia : daou strollad ouzhpenn berzhet a vont war ar renk evit an dilennadegoù er Parlamant
TIzhet e oa bet pikern an tireoul e 2006 hervez ur studiadenn graet gant Energy Watch Group. Diwar vremañ ez afe war zigresk ar pezh a chom eus an tireoul er bed a-bezh, -3% bep bloaz.
Derby breizhat, eil tro (d'ar 27 a viz Eost e oa bet Naoned-Brest) : trec'het eo bet skipailh Brest adarre, ar wezh-mañ gant hini Gwengamp (0-1)
Moskov : "muntrer an talbez" a vefe kaoz eus marv 48 den
Turkia : Kaoz a zo eus bombezadegoù war ar Gurded
Iran : Pennoù ar gouarnamant a ra "ur berniad paperioù" eus divizoù an ABU
Kalifornia : ur 650 bennak a diez distrujet gant an tan
Nicolas Sarkozy e Maroko : ur raktres kendiviz meur e 2008 etre Europa hag Afrika diwar-benn an enbroañ
Amprouadennoù ADN : Kannaded ha senedourien Frañs o vont da votiñ raktres Brice Hortefeux
Nukleel : Emgav e Roma etre Javier Solana hag an dileuriad nevez kaset gant gouarnamant Iran