Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

Rummad: Sport

Tad Lacombe Nedeleg

visantroue 27/12/2007 @ 15:29

Bep bloaz e vez ur pikol taol-bec'h gant paotred Roazhon, nemet er bloavezhioù diwezhañ e oa...er penn-kentañ eus ar c'hampionad !

 

Er bloaz-mañ e oa partiet mat an traoù evit ar re ruz ha du avat. Da 3e e oant e miz Du zoken. Ur skipailh solutoc'h eget er bloavezhioù all, ur c'hlub o vont war-raok, un den e penn (Dreossi) a zeue brav-kenañ an traoù gantañ ha...6 krogad aet hebioù ganto. Pal ebet lakaet ha trec'het kement gwezh da heul.

Dreossi en deus divizet mont war gil evit lezel plas d'ur gourdroner hag eñ da vezañ manager nemetken. Galvet eo bet Guy Lacombe da vont war ar post.

Ha profoù a vo gant an Tad Nedeleg e Roazhon ? N'eo ket sur. Aet eo ar fiziañs digant an holl c'hoarierien, ur pezh labour a vo d'ober war ar speredoù evit adsevel ur gwir skipailh.

Da c'hortoz, n'eus deuet nemet 2 grogad a-rampo gant Guy Lacombe (Zagred ha Toloza). N'eo ket klañv ar Stad ken met n'eo ket pareet c'hoazh.

Keleier d'ar 26 a viz Here 2007

visantroue 28/10/2007 @ 15:43

Derby breizhat, eil tro (d'ar 27 a viz Eost e oa bet Naoned-Brest) : trec'het eo bet skipailh Brest adarre, ar wezh-mañ gant hini Gwengamp (0-1)

An Oriant - Monaco : 2-1

visantroue 14/08/2007 @ 14:59

Nag a blijadur a oa bet Disadorn er Voustoer ! E-giz ma lavare gourdoner ar pennoù Merluz "Pell zo n'eus ket bet gwelet kement a draoù brav amañ"...

E skipailh en deus c'hoariet uhel war an dachenn ha lakaet o deus gwask war baotred Monaco adalek ar penn-kentañ. Daoust m'o deus lakaet palioù uhel evit ar bloaz-mañ e oa morgousket c'hoarierien ar Priñs Albert ha n'eo ket direizh e vefe bet lakaet ar pal kentañ gant ar Vretoned (Saifi, 14vet mun. diwar un tenn-digoll kaset gant Vahirua). Ur c'hardeurvezh war-lerc'h eo Saifi adarre a fuzuilhe ar paourkaezh Roma goude ur brav a labour graet gant Marin, ur paotr leun a startijenn.

Hag ar volotenn da vont buan eus ur Merluz d'egile, pegen brav o c'hoari ! Eus o zu ne zeue dañjer ebet gant tud Monaco, netra en a-raok, bec'h warno en a-dreñv, ar gouelec'h...

Goude an ehan e kendalc'he ar Vretoned da blantañ bec'h daoust ma vanke ur bern c'hoarierien dezho (Ar Penn da skouer). Met marteze int bet touellet gant o zaolioù kaer. C'hoant o deus bet d'ober re hag unan anezho a zo solut met poan en deus da zerc'hel e evezh a-hed ar match : Ciani an hini eo. Fellet ez eus bet dezhañ c'hoari re fin ha paket eo bet diwar ar c'hoari-mañ gant Gapke (65vet mun.). Hag ar match da cheñch penn-da-benn ! Edo e dalc'h ar Vretoned penn-da-benn hag a-daol-trumm int en em lakaet en arvar drezho o-unan. Ar ramz Koller zo deuet tre eus tu Monaco ha start-kenañ eo bet an hanter-eurvezh diwezhañ. Dalc'het o deus paotred Gourkuff avat hag ar suportourien da darzhañ gant al levenez e dibenn ar match.

Audard : 6 : n'en deus ket bet gwall dra d'ober nemet en un hanter-eurvezh diwezhañ, dirak Koller, ha n'eo ket eñ a zo kaoz eus ar pal.
Boutruche : 6 : n'eo ket pignet kalz met e labour en deus graet evel difenner.
Jallet : 7 : pelec'h e chomo a-sav 'ta ? Evel stoufer e c'hoari bremañ ha den ne gredfe e c'hoarie e kampionad National 2 vloaz zo.
Ciani : 4,5 : ezhomm zo anezhañ en a-dreñv rak n'eus ket kalz paotred vras e skipailh an Oriant met pebezh fazi war ar pal.
Morel : 6 : evel e geneil eus an tu kleiz.
Marin : 7 : leun a startijenn war an tu dehou. Plantet en deus bec'h forzh pegement. Brav e vo gwelet anezhañ pa zistroio Ulrich ar Penn.
Abriel : 6,5 : derc'hel a ra mat kreiz ar skipailh...hag an dachenn.
Ewolo : 7,5 : n'eo ket bras met mouget en deus c'hoarierien kreiz Monaco.
Namouchi : 6 : fiziañs a zeu dezhañ pa oar e c'hoario un nebeud matchoù gant ezvezañs ar Penn.
Vahirua : 7 : anat eo en deus kavet e blas diouzhtu e c'hoari Gourkuff.
Saifi : 7,5 : 2 bal, jestroù teknikel ken ma'z eus, gwell a se eo chomet er bloaz-mañ.

Eus tu Monaco ne zeu war wel nemet Roma en e balioù ha ne gomprener ket perak n'eo ket deuet tre Koller abretoc'h hag en ur mod ivez Pino.

Evit gwelet un nebeud skeudennoù :
http://www.dailymotion.com/relevance/search/fc+lorient/video/x2qq80_france-2-foot-fc-lorient-as-monaco_sport/1

FK Naoned - Stad Reims : 5-0

visantroue 30/07/2007 @ 22:09

Dizonet e oa an Naonediz. 5 pal en ur c'hrogad, hag an holl anezho evit ar re velen : biskoazh kemend-all ! Paotred Reims o deus tarzhet diouzhtu goude 7 munutenn : Gousse a lakae unan e-barzh hag 8 munutenn da c'houde e oa tro ar ramz Bagayoko gant ur pezh-mell taol-penn. En ur c'hard-eurvezh e oa echu ar c'hrogad.

N'o deus ket bet paotred Reims an disterañ degouezh a-hed ar c'hrogad ha Gousse a lakae an 3e pal just goude an ehan war un tenn-kastiz. D'ar 55vet munutenn e lakae ar 4e, eñ ivez gant ur brav a daol gant e benn.

Birvilh a oa er stad. Un hola spontus zo bet hed-a-hed an dek munutenn diwezhañ ha Bagayoko a lake an hini diwezhañ d'an 90vet munutenn.

Ur vravig a nozvezh er Beaujoire evit 27.000 den memes tra ! Ret e vo diwall avat, n'eo nemet ar penn-kentañ. Skipailh Reims a oa gwall wan evel ma vijent bet 9 war an dachenn nemetken. Re wir eo ez eus bet bec'h etre int hag o renerien er sizhunvezhioù tremenet abalamour d'un afer adgoproù, ur sapre ambiañs...

Ar Ganaried o deus tennet ur pezh-mell taol atav met da ziwall zo, ne vint ket ar re nemeto (skipailhoù Montpellier, Amiens pe Sedan a vo ivez) ha n'eus nemet 3 flas evit adpignat.

Pilpouzerezh

visantroue 25/07/2007 @ 12:48

Setu aze graet an taol : paket eo bet Alexandre Vinoukourov abalamour d'an doping. Hag an holl da gouezhañ war e chouk.

Yann seller an Dro da gentañ. Ar memes re a lavare 2 zevezh zo : "Pegen kalonek eo Vino, hemañ zo prop da nebeutañ" (e-keñver paotr ar chupenn velen, Michael Rasmussen) o doa disoñjet e oa disfiz bras war ar reder deuet eus ar C'hazakstan e-penn kentañ an dro abalamour d'e zarempredoù gant ar mezeg Ferrari (ur briz mezeg en deus gwerzhet louzoù dopiñ d'an holl). Met 'fin, ar re sot gant an Dro o doa c'hoant da grediñ en ur reder a zo brav da welet hag a zo imor ennañ.

Ar gwashañ a zo gant ar re zo e penn ar skipialhoù gall, a gav din. Kavet o deus perak eo renket fall o rederien (gall ebet e-touez an 30 re gentañ !) : int zo prop hag ar re all (dreist-holl pa zeuont eus pell) a zo dopet ! Biskoazh kemend-all...Marc Madiot, e penn La française des jeux da skouer : "Un dra da lavaret nemetken : Vino er-maez !". Souezhus a-berzh un den a zo anavezet evit bezañ karget un tamm mat pa oa-eñ reder...

Startoc'h e vefe sevel ar goulennoù mat evel-just. Evel ma lavare Luc Le Blanc er sizhun dremenet e vije frouezhus en em soñjal war stummadur ar re yaouank, penaos e vez sachet re warno pa n'int ket 18 vloaz ha re vras o c'halon da c'houde...

Bec'h war ar re vihan !

visantroue 16/07/2007 @ 17:55

Kib Frañs a oa anavezet evit reiñ an tu d’ar c’hluboù bihan d’ober o stal d’ar « re vras ». Abalamour da reolennoù nevez n’eo ket ken gwir-se ken. Domaj eo evit skipailhoù Plabenneg ha Brest.

Bec’h a oa bet e dibenn ar bloavezh tremenet etre ar c’hluboù a-vicher hag ar re n’int ket. « Doujañs ouzh an amatourien » a oa bet skrivet gant ar c’hluboù bihan ouzh chupenn o c’hoarierien. Eus peseurt dispriz a oa kaoz aze ? Ar reolennoù nevez bet tapet gant pennoù ar vell-droad a oa penn-kaoz eus ar reuz bet savet e Breizh dreist-holl. En a-raok, pa veze daou rummad a ziforc’h etre daou glub da vare tennadeg Kib Frañs e veze sikouret an hini bihan dre ma oa sur da zegemer an hini bras ha pa vefe tennet anv ar c’hlub bras da gentañ. Da skouer, ur c’hlub a zo gant ar championad « National » (pe trede rummad ma karit) enebet ouzh ur bare a zo gant ar rummad 1añ a yae an tu-kreñv gantañ. Ur sapre sikour e oa evit ar re vihan koulz evit an ambiañs hag an arc’hant. Ar reolennoù nevez a zo bet savet diwar « liveoù » hiviziken (kampionad « National » hag an eil Rummad a zo gant ar memes live da skouer, memes tra evit ar CFA hag ar CFA 2) ha n’eo ket « rummadoù » ken. Luzietoc’h an traoù evit ar suportourien hag aesetoc’h ar jeu evit ar c’hluboù bras. Kalz nebeutoc’h a vlaz a zo gant Kib Frañs diwar neuze pa’z eus nebeutco’h a souezhadennoù…

AR BLABENNEGIZ KASET DA AMIENS…

Da geñver ar 16vet gourfenn e oa skipailh Plabenneg « Meudig » ar Gib. Al Leoniz a zo gant ar CFA 2 da lavaret eo ar 5vet Rummad. Warlene e vijent bet sur pe hogozik da zegemer ur c’hlub all : na peseurt bec’h a vefe bet e stad Kervegen, nag ur chañs evit c’hoarierien n’int ket a-vicher da zerc’hel eñvorennoù evit o buhez a-bezh ! Ya met dipitet an dud pa oa bet lavaret dezho ez afent ouzh ur c’hlub a eil Rummad (ul live ouzhpenn dezho hepken !), hag unan eus ar re wellañ war ar marc’had : Amiens e Picardie ! 7 eurvezh gant ar bus…Klaoustre ne vefe ket bet trec’h 3-0 ar re a-vicher ma vefe bet ar c’hrogad e Breizh. « Kontant eo ma c’hoarierien o vezañ c’hoariet en ur stad ken brav memes tra…» eme v/Bernard Maligorn, gourdroner skipailh Plabenneg. Ur stad brav ken ez eo brav met hanter-c’houlo rak n’eo ket steredennoù a oa erru e Picardie : studieren e skol-veur Brest a ya d’ober un hanter eus skipailh Plabenneg, n’int ket ken sachus ha c’hoarierien skipailh Lyon pe Marsilia…Divlaz an traoù evit tud ar vro enta.

HA DIGEMPOUEZ AN DERBY BREIZHAT !

Chañsusoc’h eo bet skipailh Brest pa’z eo aet ar maout gantañ ouzh Ajaccioù met tapet e vo evel skipailh Plabenneg evit an dro o tont memes tra. E stad ar Beaujoire e vo an derby Breizhat da geñver an 8vet gourfenn. Daoust ma n’eus ket bet a zerby Naoned-Brest abaoe 1991, ne vo ket 40.000 den evit mont da welet ur skipailh a zo gant ar championad National…Kouslkoude ma vefe bet eus ar reolennoù kozh c’hoazh e vefe bet ar c’hrogad e stad Francis Le Ble : kazi-sur e vefe bet leun ar stad a 20.000 den eno pa c’hortoz ar Vrestiz un darvoud er mod-se abaoe 15 vloaz bremañ ! Ur chañsig a vefe bet gant c’hoarierien Albert Rust d’ar c’houlz-se hag ur wech c’hoazh ur sapre digoll evit ur c’hlub a glask sevel e gein abaoe ar freuz-stal bet c’hoarvezet e 1989. Keit ha ma vo kendalc’het gant pennoù-bras ar vell-droad da wareziñ ar c’hluboù bras ha dre se da reiñ an tu-kreñv d’an arc’hant e vo kollet un tamm mat eus spered ar Gib…

VR

Rubgy…7 !

visantroue 16/07/2007 @ 17:54

Ar rugby XV hag ar rugby XIII a zo anavezet mat. N’eo ket ken brudet ar rugby VII avat. E-keit ma oa skipailhoù Pariz ha Biarritz o c’hoari da-geñver gourfenn kampionad ar rugby XV Disadorn tremenet e oa skiplaihoù gwellañ ar bed ar rugby 7 e Frañs. Berroc’h pad ar c’hrogad ganto (14 munutenn hepken) met ken bras an dachenn bepred. Rak se e vez muioc’h a boentoù gant ar rugby 7 ha dreist-holl ez a kalz muioc’h ar vell d’ur c’hoarier d’egile eget gant ar rugby 15. Buhezekoc’h an traoù en ur mod : « Ne gav ket din ez eus ur sport all er bed a zegas kement a virvilh d’an dud » eme Gary Pearse, gourdroner skipailh Aostralia. Pennoù-bras ar rugby a stourm a-benn ma vo degemeret evel ur c’hoari olimpek met evit-se e vefe ret lemel ur sport all da vare Pekin 2008…Ne vo ket aes ha pa rafe berzh en holl vroioù ma c’hoarier rugby 15. E Frañs ne zechas ket kement-se a dud evit poent (25.000 c’hoarier e-keñver 300.000 evit ar rugby 15) met kreskiñ a ra. E Breizh e weler dija krogadoù gant an daou glub pennañ : ar SNUC (Naoned) hag ar RCV (Gwened).

War-raok Brest ?

visantroue 16/07/2007 @ 17:53

Etre skipailhoù Stad Brest 29 ha War-raok Gwengamp ne c’heller ket komz eus karantez…Jeu a zo etre an daou anezho abaoe ar bloavezhioù 90 pa chom war spered suportourien Brest penaos ne oa ket bet gwall sklaer perzh an hini a oa war an dro Prezidant Kevre Frañs ar vell-droad ha prezidant istorel skipailh Gwengamp e diskar klub pennañ Penn-ar-Bed. Abaoe eo distro Noel ar Graet da benn War-raok Gwengamp hag ur skipalih brav en deus savet a-benn ar c’hampionad o tont. Suarez (Amiens) ha Watier (Caen) a zo deuet da greñvaat an tu a-raok, Ecker a zo deuet eus Marsilia evit an a-dreñv ha 5 c’hoarier bet en Oriant zo bet tutet ivez (Diop, Martini, al Lann ha Racon). Unan eus skipailhoù gwellañ e tlefe bezañ hini Gwengamp. « Kontant-kenañ on goude ar c’hrogadoù a-vignoniezh » eme o gourdroner, Yvon Pouligwenn. Hemañ bet c’hoarier e Brest er bloavezhioù 80 en do da dalañ ouzh ar Benn-ar-Bediz bepred, bet savet ur skipailh a-feson ganto ivez. Evel en daou vloavezh tremenet ez eus bet divizet gant Philippe Goursat, manager ar skipailh, kas ur pezh-mell taol-skubell e-touez ar c’hoarierien. 9 anezho o deus kavet fred en ur c’hlub all, 8 ouzhpenn a zo echu o c’hevrat ha tutet ez eus bet 17 c’hoarier nevez ! War a seblant eo deuet a-benn o gourdroner Albert Rust da sevel ur brav a skipailh diwar se pa’z int bet trec’h war 2 glub eus ar rummad kentañ (Sochaux ha Naoned) hag a-rampo int bet gant hini Bourdel. Evit skoazellañ eil paler gwellañ kampionad warlene (Malm) ez eus erru araogerien a-dalvoudegezh : Salifou (Alamagn), Verschave (14 pal gant Nîmes warlene) ha Libaeuf (ar Mañs). Klaoustre e vo bec’h etre Brest ha Gwengamp evit mont gant ar rummad kentañ er bloaz-mañ : emgav d’ar 14 a viz Here e Brest evit o derby kentañ !

C’hoarierien dilabour

visantroue 16/07/2007 @ 17:53

Digresk a vefe bet gant an dilabour e Frañs er miz tremenet. Keloù mat. Souezhusoc’h eo klevet ez eus dilabour e bed ar sport a vicher avat. Soñjal a reer bepred er c’hoarierien vrudet a c’hounez milionoù bep bloaz. Koulskoude, e bed ar vell-droad dreist-holl ez eus muioc’h-mui a dud na vezont ket o huñvreal bemdez. Evel-just eo kalz diaesoc’h bezañ dilabour goude bezañ bet paeet diouzh ar SMIC en ul labouradeg. Mat eo gouzout koulskoude eo yaouankoc’h-yaouankañ ar c’hoarierien dilabour. 15 vloaz zo e oa 28 vloaz o oad keitad. Er bloaz-mañ eo tro 23 bloaz. Talvezout a ra n’o deus ket bet tro da c’hounez kalz a arc’hant hag alies-kaer n’o dez ket kement-se a stummadur war dachennoù all eget ar sport…Teñval o dazont enta. En holl ez eus 120 c’hoarier melldroad a-vicher n’o deus ket kavet ur c’hlub hervez Unvaniezh Vroadel ar Vell-droaderien A-vicher. Kement ha warlene. Anvioù brudet a zo evel Diomede (bet gounezet kib ar bed gantañ e 1998), Alicarte pe Rouvière (bet e Montpellier). Ar pezh zo ne chomer ket dilabour gwall bell er bed-mañ. Daou dra zo kaoz. Da gentañ, goude un nebeud mizioù hep c’hoari eo echu an afer : ne vo ket a zistro ken. Da eil, souezusat tra e vez kalz aesoc’h d’ar c’hoarierien bet chomet a-gostez kavout ur c’hlub goude ar merkato da lavaret bremañ. Petra zo kaoz ? Ur c’hoarier hepken a c’hell bezañ tapet gant pep klub goude ar merkato nemet…dilabour e vefe : d’ar c’houlz-se, ne gont ket. Seul aesoc’h ha se d’ar re dilabour kavout ur c’hlub. Hervez an UVVA eo adalek ar 1añ a viz Gwengolo betek ar 15 a viz Here e vo kavet fred gant lod eus ar 120 c’hoarier. Da c’houde avat e vo start war lasoù ar re n’o do kavet klub ebet…

Ar « Breizh Team »

visantroue 16/07/2007 @ 17:53

Sell’ta ! Ur sport bennak a vefe ur skipailh breizhat dezhañ evit mont da gevezhiñ ouzh broioù all ? Eus peseurt sport zo kaoz ? Mell-droad, rugby, marc’h-houarn ? N’eo ket. Lesanv nevez skipailh basket Brest an hini eo ! Hag ez eo gwir eo deuet a-benn paotred An « Etendard » d’ober ar pezh na oa ket bet graet gant skipailh breizhat ebet betek-henn : mont gant ar Pro A. Ur sapre pennad-hent zo bet kaset ganto e gwirionez. E 1952 e oa bet savet ar c’hlub hag istor an Etendard eo istor ar familh Tangi en ur mod. Gant Jo, (an tad), Yann-Baol (ar mab henañ) ha Youenn (an eil mab) eo bet kaset ar c’hlub war-raok gant an Dangied e-pad 48 vloaz ! Un eil den a zo bet a-bouez en afer-mañ : Yves Marie Verove, gourdroner abaoe 10 vloaz. E zaou vab a zo er c’hlub ivez : Franck (penn-manager) ha Jimmy (c’hoarier). Un istor familh adarre ! A-drugarez dezho eo aet ar c’hlub betek penn ar basket e Frañs kement ha ken bihan ma n’o doa ket bet kement-se a boan warlene : kroget gant ar bloavezh dre 17 trec’h da heul… Er bloaz-mañ avat e vo un afer all. 3 amerikan zo erru, en o zouez Jones bet gant Erminig Naoned (21 poent lakaet well-wazh gantañ e pep krogad warlene). Bailey eus Nancy zo degouezhet ivez. Evit poent, n’ez a ket fall ganto. Trec’h int bet war skipailh Cholet (103-98) met da vat e vo gouezet penaos emañ kont gant ar c’hrogad ofisiel kentañ : ouzh skipailh ar Mañs d’ar 5 a viz Here.