Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

Rummad: Sport

Estreget Glasgow a zo !

visantroue 16/07/2007 @ 17:52

Rangers pe Celtic ? Celtic pe Rangers ? Abaoe 20 vloaz , n’eus ket kalz a souezhadennoù e bro-Skos : gant unan eus daou glub Glasgow ez a ar maout e Scottish Premier League. Randonus an traoù. Na petra a c’hoarzvez er bloaz-mañ enta ? Goude 7 krogad ne weler hini ebet anezho e penn ar jeu nemet ur c’hlub eus Edimbourg eo. Klub ar brotestanted eus kêrbenn bro-Skos en deus gounezet kement krogad zo bet ! Koulskoude ez eus pell zo bremañ ne oa aet tra ebet gant Heart of Midlothian. E 1960 e oant bet kampion evit ar wezh diwezhañ… Ya met cheñchet penn d’ar vazh abaoe un nebeud mizioù. Vladimir Romanov zo degouezhet en ur ginnig postañ arc’hant « fresk » er c’hlub. Kenderv Abaramovitch an hini e vefe d’ho soñj ? N’emaoc’h ket pell diouti. Hennezh zo o tont eus Lituania met c’hoant en deus ober e vrud dre ar vell-droad evel ma ra e geneil e Londrez gant klub Chelsea. Prenet un toullad c’hoarierien gantañ ha lakaet George Burley e penn ar skipailh. Hemañ a oa bet gourdroner bloavezh 2001 e bro-Saoz ha dont a ra brav gant e skipailh : 19 pal e-barzh abaoe deroù ar c’hampionad. Ha setu int gant 5 poent lañs war ar Celtic hag 8 war ar Rangers…Gant ma pado !

An Naonediz trec’h war an Nazeriz

visantroue 16/07/2007 @ 17:52

Ne oa ket ret bezañ gortozet gwall bell Disul evit gouzout gant piv a yafe ar maout etre c’hoarieriern rugby ar SNUC hag re ar SNR. Splann e c’hoarie kalz gwelloc’h paotred SNUC eget an Nazeriz. Hag ar poentoù da vont da heul : 18-6 d’an ehan ! Ur souezhadenn vat evit an Naonediz nevez erru e « Fédérale 1 » er bloaz-mañ ha ganto c’hoarieren yaouank (3 anezho n’int ket 20 vloaz c’hoazh). Bec’h a vez etre an daou skipailh met ar wezh-mañ eo bet dereat an dud : 3 c’hartenn velen hepken zo aet gant an tredeog. Rak n’eo ket gaou lavaret e vanke d’an 2 skipailh c’hoari an eil ouzh egile. Etre 2001 ha 2004 e oa bet derbyoù e-leizh etre an 2 glub gwellañ a zo e Breizh. An Naonediz a oa chomet don war o spered penaos e oa bet paotred ar SNR o tapout ar maout diganto d’an 18 a viz Ebrel 2004. E Stad Marcel Saupin e oa. Eus ar rummad « Fédérale 3 » e oa pignet an Nazeriz e 2001. 3 bloavezh war-lerc’h e oa e Naoned o doa tapet o bilhed evit mont gant ar Fede 1 hag ar paourkaezh Naonediz da chom gant kluboù ar Fede 2…Er bloaz-mañ emaint asambles adarre. Ha ret e vo d’an Nazeriz gortoz ar c’hrogad-distro d’ar 4 a viz Kerzu evit adsevel o c’hein rak trec’het-mik int bet e Naoned : 31-17.

50.000 den er Baol-skoubleg

visantroue 16/07/2007 @ 17:51

18vet triatlon ar Baol-Skoubleg en deus graet berzh-spontus. Muioc’h a dud eget ar pezh a c’hell bezañ e n’eus forzh peseurt stad e Breizh o deus arvestet ouzh un abadenn a zo padet 2 eur…evit ar re wellañ. Soñjit’ta : 1,5 km war neuial, 40 km war varc’h-houarn ha 10 km war dreid. Ar re gentañ ne oa ket berr o alan ouzhpenn ! Penaos’ta e reont ? Bemdez e vez an driatletourien o pleustriñ war 2 eus an 3 sport-mañ. Nebeud-tre anezho a vez a-vicher e Frañs met ar sport-mañ a zesach muioc’h-mui a dud abalamour da 2 zarvoud. Da gentañ a-drugarez d’ar c’hoarioù olimpek ma’z eo degemeret ar sport-mañ abaoe 2000. Desachet ar goulou warni. Da eil eo aet skipailh Frañs kalzik war-raok. Ar maout a oa aet gant Frederig Delaubre hag an eil plas gant Sedrig Fleureton da vare kampionad Europa e Lausanne er bloaz-mañ. Rak se e oa tud er Baol evit gwelet an driatletourien hag int-i a oa niverus-tre ivez : tost 3.000 anezho war an dibenn-sizhun a-bezh. Abaoe ar 15 a viz Eost e oa leun-chouk an enskrivadurioù. Ret e oa bet da Lug Chatellier hag e skipailh aozañ bezañ nac’het un toulladig tud zoken. Hag ar Vreizhiz en afer-mañ ? N.Landon a oa aet da 5vet, A.Beyer da 6vet ha J-M Roue da 10vet.

Pro Tour pe diBro Tour ?

visantroue 16/07/2007 @ 17:51

Bloavezh kentañ ar Pro Tour eo. Erru prantad ar bilañs evit kampionad redadegoù meur ar marc’houarniezh. E-lec’h Kib ar bed ar rederien war varc’h-houarn e oa bet lakaet gant pennoù-bras Unvaniezh ar Marc’houarniezh Etrebroadel. Petra zo kaoz ? Gounit ar gib a oa tu d’ober dre gemer perzh er redadegoù klasel hepken da lavaret eo ar redadegoù un devezh-pad. Talvoudegezh ebet d’an hini a yafe ar maout gantañ e unan eus hentadoù an dro Frañs da skouer. Direizh a-walc’h e oa evit gouzout piv a vefe reder ar bloavezh. Gant ar Pro Tour e talvez kement an daou seurt redadegoù. Rak se n’eus den na glemm goude titl Di Luca rak hemañ en deus gounezet kement a boentoù er redadegoù un devezh-pad hag er re dre hentadoù. Un eil splet a zo d’ar Pro Tour. Pa’z eo degemeret ur skipailh da vont ganti e penn-kentañ ar bloavezh eo ret dezhañ mont da gement redadeg a zo. Dre ma ya 27 redadeg d’ober ar Pro Tour eo ret d’ar c’hluboù kinnig o chañs d’ar re yaouank, mod all e vefe skuizh pennoù-bras ar skipailhoù. Er mod-se eo aet ar maout gant ar breizhad Mevel (e-pad ar Giro). Liv fall zo war ar Pro Tour koulskoude. N’eo ket pouezus a-walc’h evit desachañ rederien bennañ ar sport. Amstrong, Ulrich pe Basso ne oa nemet un dra war o spered : bezañ trec’h war an dro Frañs, ar peurrest avat…Se zo kaoz n’int ket bet gwelet a-hed ar Pro-Tour hag ar renkadur-mañ da vezañ gwanaet war an dro…Pegeit e pado ar Pro Tour enta pa c’hwit war e bal pennañ : ar rederien wellañ o vont gant ar redadegoù pouezusañ ?

An dounetaerien leun o rouedoù

visantroue 16/07/2007 @ 17:50

Trec’h e oa bet Disul tounetaerien an US Konk-Kerne war govien ar Menez (Zinzag-Lokrist) : 2-0. 16 vloaz ne oa ket aet ar maout gant ar Benn-ar-Bediz war douaroù o amezien eus ar Mor-Bihan. Kadarnaet o flas kentañ e kampionad ar CFA2 pa oant a-rampo gant an USM. Goude 9 c’hrogad n’int ket bet trec’het c’hoazh ha n’o deus paket nemet 2 bal. Adpignat ha kuitaat ar 5vet rummad zo war o soñj bremañ. Re wir eo e oa erru tristik stad an traoù gant skipailh Konk-Kerne. Goude bezañ bet ingal gant an trede rummad abaoe 1971 e oa bet an diskar : distro er Rummad a Enor e 1995. Er bloaz-mañ ez eus ul lañs nevez ganto. Erru ur gourdroner nevez : Mikael Jarnigon bet o kas skipailh Pondi e CFA e-pad 18 vloaz. C’hoarierien skiant prenet ganto zo bet plijet gant raktres an USK : Gwilhom Mulak (bet e Pondi gant Jarnigon a-raok mont gant Wasquehal ha Guegnon en eil rummad), Nikolaz Kloareg ha Loig Druon (o daou bet gant FC an Oriant betek ar rummad kentañ),. Ar re-mañ o deus kreñvaet ur skipailh a oa ennañ un toullad Brestiz ennañ dija (Lerand, Boulic, Louvet, Treger) ken ma’z eo deuet ar frazenn-mañ gant Yvon Hochet, gourdroner an USM, goude ar c’hrogad : « Ur skipailh solud ken ez eo solud eo an USK. Bamet on bet… ». Piljout a rafe da c’hoarierien an USK teurel o rouedoù e kib Frañs ivez. Warlene e oant bet lostek un tamm p’o doa kollet ouzh an DC Karaez d’an trede tro hepken… D’an 19 a viz Du e vint ouzh Plabenneg evit ar 7vet tro. Un amprouadenn eus ar c’hentañ p’emañ ar Blabennegiz da eil er c’hampionad…a-dreñv d’an USK evel-just !

Digoret ar merkato !

visantroue 16/07/2007 @ 17:49

Setu aze : kroget eo gant eil prantad an tuta c’hoarierien nevez evit eil lodenn kampionad ar vell-droad. E gwirionez e talvezo ar c’hevratoù nevez adalek ar 1añ a viz Genver hepken met ar sinadurioù kentañ a zo graet dija. Gant ar Ganaried eo aet an hini kentañ. Pell zo dija e veze klevet anv anezhañ e gwirionez met graet eo ar wezh-mañ : Dennis Oliech a c’hoario e Naoned ! Hemañ a zo 20 vloaz hepken met ur sapre araoger eo dija. 5 pal en deus lakaet e-barzh gant skipailh Kenya a c’hoari ennañ abaoe 3 bloaz. Un tamm mat a baotr anezhañ bepred : 1m88 ha 80 kg. Ur gwir sikour e tlefe bezañ evit ar FCN pa oa an Naonediz ar 15vet tagerien er c’hampionad a-raok o c’hrogad ouzh skipailh Strasbourg (4-3). Amzer a vo gantañ evit ober e doull : ur gevrat 4 bloaz hanter en deus sinet. A-benn derby Breizh d’ar 4 a viz Genver e tlefe kregiñ ganti. Skipailh Roazhon just a-walc’h a c’hellfe koll Frei a vez klevet muioc’h-mui e anv eus kostez Dortmund. Ur Roazhonad all zo aet atav : Barru a c’hoario e Gwened. E kreiz e tlefe c’hoari, ar pezh a raio vad d’ar VOC a zo bet trec’het div wezh da heul hag a weler mat e vank tud dezhañ evit mirout ar vell. E Brest eo un araoger a dlefe degouezhout : Serge N'Gal pe Bertin Tomou. Da vezañ kendalc’het…

Hingins : an distro

visantroue 16/07/2007 @ 17:48

N’eo ket ofisiel c’hoazh met graet eo he soñj ganti. Goude 3 bloavezh ehan a gave da lod ez aent d’ober ul leve ez eo distro Martina Hingis. An hini yaouankañ e oa bet o vont da benn ar renkadur WTA (16 vloaz ha 6 miz hepken !) met ret e oa dezhi bezañ chomet a-sav gwall yaouank ivez. Nag a zipit e-touez ar re sot gant an tennis pa zeue ganti ur c’hoari eus ar re finañ. Siwazh e oa re greñv ar boan a save en he zreid abaoe 4 bloaz dija pa zivizas paouez ganti e miz Mae 2002. Klemm zo bet savet ouzh ar stal a bourchase he botoù (hag ur marc’had zo bet etrezo kuit d’ober brud fall pelloc’h) met ne vern an traoù-se : echu e oa ganti. Evel lod eus he c’heneilezed n’he doa ket bet tro da gas he buhez krennardez ha poent e oa stagañ ganti, 22 vloaz anezhi. Aet d’ober traoù all ha gant ar marc’hegerezh dreist-holl met e gwirionez ne c’helle ket moustrañ war he c’hoant ken : mont da c’hoari ouzh ar Rusianezed pe Mauresmo, Clijsters, Henin hag en em gavout gant ar c’hoarezed Wiliams adarre. Un taol-distro kentañ he doa graet er bloaz-mañ, e miz C’hwevrer. Skarzhet e oa bet, prop ha kempenn avat. Un tamm a zipit gant he c’homzoù zoken : « Ret e vo sevel ur c’hampionad evit ar re en-tu all da 24 bloaz a oar ober estreget skeiñ didro ha mat pell zo ! ». « Ar c’hoarierezed basket » he defe graet eus he c’henseurtezed zoken…Ar wirionez a oa ret dezhi talañ outi avat : n’he doa ket labouret a-walc’h ha cheñchet kalz an traoù gant tennis ar merc’hed en ur ober 3 bloaz. Abaoe emañ o pleustriñ ken-ha-ken e Wollereau (Suis), en ur greizenn dindan he mamm. Ur wild card zo bet roet dezhi evit mont gant Open Aostralia e miz Genver. Emichañs eviti e raio kerkoulz ha Monica Selles. Distro e oa houmañ e 1995 goude un ehan 2 vloaz ha titl Aostralia ganti ur bloavezh war-lerc’h. Jennifer Capriati a oa deuet brav an traoù ganti goude 3 bloavezh troc’h : da benn ar renkadur e oa aet e 2001. Moarvat e chom don war he spered ivez penaos ez eus lod all o deus klasket distreiñ ha skoet hebiou. Björn Borg a oa bet gwall druezus an traoù gantañ e 1991 da skouer met kement a loc’h a zo er Suisez ma c’heller bezañ sur ne vo ket pladet er mod-se…

Dek bloavezh barnadenn Bosman

visantroue 16/07/2007 @ 17:47

Jean-Pierre Papin o sellet ouzh skipailh ar Milan AC en tribunelloù peogwir emañ Van Basten, Rijkaard ha Savisevic o c’hoari dija. Pegen pell e seblant bezañ ! N’eus nemet 10 vloaz zo kouslkoude e oa bet skubet ar reolennoù a vire ouzh ar c’hluboù da lakaat a-gevret muioc’h eget 3 estrañjour war an dachenn. D’ar 15 a viz Kerzu 1995 e oa bet tapet un diviz a-bouez gant barnerien Europa : lakaat da dalvezout evit ar sport ar pezh a oa ur frankiz evit bed an ekonomiezh da lavaret eo ar frankiz evit al labourerien da vont ha da zont en Europa (gant ma vezont Europiz). Un taol-kurun e gwirionez. Pennoù ar c’hluboù bras a ran van hiziv ez a mat an traoù ha koulskoude… E penn kampionad bro-Saoz emañ Chelsea, Bayern München e penn hini Alamagn ha Lyon gant 12 poent lañs war eil klub Frañs goude 18 krogad. Peseurt perzh zo boutin dezho ? Budjed brasañ o c’hampionad a zo dezho.
Rak piv zo gounit en afer-mañ ? Ar c’hluboù pinvidik-mor nemetken ha ne baouezont ket da sachañ warni evit ledanaat ar « frankiz » tapet e 1995. E 2002 e oa bet kaset un afer all ganto dirak Kuzul-Stad bro-C’hall hag astennet reolenn Bosman d’ar broioù a zo dezho un emglev-kenlabour gant Unvaniezh Europa da lavaret eo…ur 80 bro bennak ! Pelloc’h c’hoazh : aesoc’h-aesañ e vez roet ar vroadelezh d’ar Vraziliz gant Spagn pe Portugal, d’an Afrikaned gant Frañs pe d’an Arc’hantiniz gant Italia ha n’eo ket evit aesaat an traoù d’ar paour-kaezh tud reuzeudik o stad : da Ronaldo pe Roberto Carlos eo evit aesaat e jeu d’ar Real Madrid leun e chakodoù a arc’hant hag a c’hoarierien nann-Europat. Pa weler skipailh Arsenal savet hep ma vefe saoz ebet ennañ (c’hoarvezet e miz C’hwevrer er bloaz-mañ) pe pa gonter 11 c’hoarier eus Aod-an-Olifant evit ober skipailh Beveren (Belgia) ez eus un dra bennak a zo cheñchet abaoe barnadenn Bosman…

Adsavet o c’hein ganto

visantroue 16/07/2007 @ 17:46

Izel e oa an traoù gant skipailh Gwengamp miz zo, d’ar 25 a viz Du. En o izelañ zoken goude bezañ bet trec’het ur wezh ouzhpenn (ar 7vet hini) e stad ar Roudouroù. Al Lavaliz, lakaet diaes evelto betek-henn, o doa plantet 2 bal dezho ha sec’h an traoù gant araogourien Gwengamp. E foñs an toull e oa ar c’hoarierien hag o gourdroner, Alain Ravera, da gentañ-holl. « Brezelourien hon eus ezhomm… » emezañ gant dipit o welet e skipailh da eil-diwezhañ. Aet e oa kuit spered dispar ar c’hlub, an hini bihanañ en Europa bet er rummad kentañ. Arc’hant a oa bet foranet (15 milion e vudjed er bloaz-mañ), 36 c’hoarier a oa erru en ur ober 4 bloaz… ha 42 anezho aet kuit e-keit-se. Diazez ebet ken. Adkavet o ene ganto e miz Kerzu avat. Er c’hampionad eo aet ar maout ganto 2 wezh da heul ouzh skipailhoù paket berr egisto : Clermont (3-1) ha Sete (2-1). Ha setu aze ar c’hlub en-tu all da dakad ruz ar renkadur : da 17vet emaint a-raok troc’h Nedeleg ha buan e c’hellfe treiñ an traoù war an tu mat pa n’o deus nemet 6 poent dale war skipailh Caen, erru d’ar 6vet plas. Eil keloù mat d’an 20 a viz Kerzu : an trec’h ouzh skipailh Caen just a-walc’h. Hag ur prof Nedeleg brav eo an trec’h-mañ (2-0) e kib ar C’hevre pa zeu brav an traoù gant an Normandiz. Dreist-holl e talvez un tamm mat a arc’hant evit ar c’hluboù a yelo gant ar c’hardgourfennoù (500.000 euro). Peadra da duta c’hoarierien nevez e-pad ar merkato ? « Re a cheñchamantoù zo bet graet c’hoazh » eme ar Prezidant Noel Graet, « re a fazioù… ». Netra gwiroc’h eo stabilded en deus ezhomm ar skipailh, dreist-holl a-raok krogadoù a-bouez miz Genver : d’an 3, ouzh skipailh Istres (18vet) ha d’an 10 evit an derby ouzh skipailh an Oriant.

Ar freuz-stal ?

visantroue 16/07/2007 @ 17:46

Taol-kurun penn-kentañ ar bloavezh. Hervez ar gazetenn « Le Parisien » e vefe un dle 16 M euro war Football Klub Naoned. Souezhusoc’h c’hoazh ne vefe nemet 100.000 en o c’hef ! Petra zo gwir, petra zo faoz ? Keleier pe binim ? Hevez Rudi Roussillon, anezhañ prezidant ar FCN, e vefe « un dagadenn eus an diavaez evit lakaat ac’hanomp diaes ». Ne weler ket gwall vat piv en defe aozet an dagadenn-mañ ha piv a vefe gounit en afer…Koulskoude ez eus da gaout un tamm disfiz diouzh ar pezh a zo kaset gant tud ar Parizian. Dindan evezh emañ kontoù an holl gluboù. Bep bloaz e vez kontrolet pep tra gant Renerezh Vroadel Kontroll ar Merañ hag hi da lavaret e « oa bet gounid ar FCN e 2005 ha kemend-all a dlefe bezañ e 2006 ». Ya met…Eus tu Prezidant ar FCN n’eo ket tre ar memes diskan dija. « Ur rakbudjed dezhañ un toull 1 million euro am eus savet evit ar bloaz-mañ ». Gounid pe toull 1 milion neuze ? Gant 6vet budjed ar c’hampionad er bloaz-mañ (46 million euro) ez eo tamm pe damm ar memes arc’hant a zo ganto ha warlene. Er bloaz-trement just a-walc’h e oa erru da 17vet ar c’hlub, ar pezh a zo kalz dindan ar palioù bet lakaet. Moarvat e oa bet kollet arc’hant en un tu bennak neuze…met n’eo ket se a gont a-benn ar fin. Anat eo n’ez a ket mat ar c’hlub abaoe bloavezhioù ha war meur a boent. Gwall ger ez eus bet paeet c’hoarierien zo e-pad ar 4 bloaz tremenet : 120.000 euro bep miz gant Oliver Quint, 80.000 gant Da Rocha…Eus kostez an tuta ez a fall an traoù abaoe pell ivez. Abaoe 2 vloaz n’eus nemet ur c’hoarier nevez en deus kavet e blas : Signorino, an 8 all avat…Ha kenderc’hel a ra. Dennis Oliech bet erru evit ar merkato a zo gloazet dija…hep bezañ c’hoariet. Un dra en e c’hlin sañset. Ha n’eus ket bet kontrolloù gant staff ar vedisined a-raok lakaat anezhañ da sinañ ? Warlene e oa bet ar memes tra gant Guillaume Norbert, erru da vare ar merkato ivez. Un dra bennak poanius a oa en e c’hlin ivez met tapet e oa bet. 2 grogad war-lerc’h e oa operet. Abaoe n’en deus ket c’hoariet. Ma n’eus ket a freuz-stal da vat e-keñver ar c’hontoù ez eus liv ur freuz-stal dre skeud war ar FCN memes tra…