Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

Rummad: Sport

Derby ar Mor-Bihan gant ar Verluzed

visantroue 16/07/2007 @ 13:38

Biskoazh ne oa bet kemend a dud e stad ar Rabin. Evit 32vet gourfenn kib Frañs e oa muioc’h eget 8000 den bet o welet ar c’hrogad etre ar FCL (an Oriant) hag ar VOC (Gwened). Daoust d’an amzer yen-ki e oa difloupet tud ar vro met tud o skerb Stad Roazhon pe FC Naoned a zo bet gwelet ivez evit derby ar Mor-Bihan. Dibaset e oa tud an aozañ un tamm : tro 20 munutenn e oa ret gortoz evit mont tre er stad abalamour da reolennoù surentez c’hwezet betek re. Ne vern : avel Kib Frañs en deus c’hwezhet war Gwened ! Tud an Oriant n’int ket bet lakaet gwall ziaes gant o amezeien : un tamm mat barrekoc’h e oant. Un nebeud suspens a oa bet memes tra pa oa bet lakaet rampo-ha-rampo an 2 skipialh goude pal Coquerel (46vet munutenn). Kalon en doa roet d’e skipailh en-dro pa gave d’an holl e oa graet o lasoù gant ar Wenediz goude pal Marchal just a-raok an ehan. Pennoù ar FCL o deus graet un taol-kaer avat dre lakaat Guel da sinañ e-pad ar merkato. Gant skipailh broadel Aodoù-an-Olifant e c’hoari hemañ ha pa’z eo deuet tre goude pal ar VOC en deus lakaet an tu-kreñv da vont gant ar FCL. Eñ ha Karim Ziani, ken dillo ha bepred, o deus stabilizet ar jeu. N’o deus graet nemet pouezañ kreñvoc’h-kreñvañ war difennerien ar VOC ken m’o deus pleget daoust da Revel a rae burzhudoù er palioù. Met Kristof ar Rouz en deus diheñchet ar vell en e rouedoù goude un tenn-korn kaset gant Stefan Pedron (67vet). C’hoarierien ar VOC hep Yann-Vari Eveno ne oant ket prim a-walc’h evit lakaat diaes ar Verluzed e dibenn ar c’hrogad. Er 16vet gourfenn e vo degemeret skipailh Lille gant tud ar FCL, Amiens gant ar Vrestiz, Lens gant ar Roazhoniz hag ar Witregiz a zegemero skipailh Caen. An Naonediz a c’hoario eus o zu e Koad Gwilhom (CFA).

UJAP – Erminig : 1-0

visantroue 16/07/2007 @ 13:35

Gant ar Gemperiz eo aet lodenn gentañ derby Breizh ar Pro B. N’eo ket ken souezhus-se pa ouezer pegen brav eo deuet an traoù ganto abaoe penn-kentañ ar c'hampionad : da 4e emaint goude an trec’h-mañ. Koulskoude e oant gant ur frapad diaesoc’h abaoe dibenn miz Du. 2 wezh e oant bet trec’h hepken en ur ober tost 6 sizhuvezh. Diwar goust an Naonediz o deus adsavet o c’hein avat. Hep re a boan eo bet pa n’eus bet lañs gant c’hoarierien an Erminig nemet en eil kardamzer. Start eo an traoù gant ar re-mañ, dreist-holl abaoe m’eo gloazet Mikale Haye (glin). Muioc’h eget 2000 den zo bet o skoazell ar Gemperiz e-pad an derby hag a-drugarez dezho ivez emañ tud an UJAP tost da skipailh Orleans adarre : 2 boent hepken a-raok ar 1añ plas ! Eus tu an Erminig e vo ret diwall p’emañ skipailh Antibes hag e blas diwezhañ da 3 foent hepken. Eil lodenn an derby : d’an 3 a viz Mae, e kêr Duged Breizh.

Barrek an SNR met korbellet ar SNUC…

visantroue 16/07/2007 @ 13:35

Echu eo gant prantad kentañ 3de rummad ar rugby war-bouez ur c’hrogad ha sklaer eo an traoù evit an daou glub breizhat. An Nazeriz (SNR) a yelo gant ar play-off pa vo an Naonediz gant ar play-down. Cheñchet eo penn d’ar vazh goude o derby e dibenn miz Eost pa oa aet ar maout gant tud ar SNUC. Gwall zipitus e oa skipailh ar SNR d’ar c’houlz-se ha souezhus e oa an Naonediz a oa o paouez pignat. Ya met abaoe…Dre 2 wech hepken eo aet ar maout gant paotred ar SNUC en ur ober 5 miz. An Nazeriz eus o zu n’o deus kollet nemet 3 c’hrogad abaoe. Bravoc’h c’hoazh : ar re nemeto int bet o vezañ trec’h war skipailh gwellañ ar c’hampionad, Massy. Petra a vo dazont an daou glub eus Liger-Atlantel ? Ur c’hrogad a chomo da gas d’an 19 a viz C’hwevrer evit echuiñ ganti ha da c’houde….1 mizvezh c’hoazh a-raok adstagañ ganti ! Droch a-walc’h eo penaos eo aozet kampionad amatour ar rugby. 6 bagad a zo d’ar Federal 1 (al Liger-Atlanteliz a zo en trede hini). Ar 4 re wellañ eus pep bagad a yelo gant ar Play-off evit lakaat ar 24 c’hlub gwellañ da genstrivañ evit pignat er Pro D2. Ar 4 re fallañ a yelo gant ar play-down evit saveteiñ o afer er Federal. Start e vo an traoù evit an Naonediz avat : 12 klub a ziskenno ha pa seller a-dost pep bagad, n’eus nemet 5 klub o deus nebeutoc’h a boentoù eget ar SNUC...

Ur merkato evit lakaat palioù e-barzh !

visantroue 16/07/2007 @ 13:34

Echu e oa ar merkato d’an 31 a viz Genver. Evit kluboù Breizh n’int ket plaset gwall vat er bloaz-mañ (war-bouez an Oriant) ez eus bet klasket difallañ o zu-gwan : lakaat muioc’h a balioù. An holl gluboù o deus desachet c’hoarierien nevez hag en holl anezho ez eo war an tu-araok ez eus bet lakaet pouez enta. E Naoned eo erru Olliech e deroù ar merkato ha Rossi (FC Bale, Suis), o daou araogourien. Eus tu an a-dreñv ez eo aet daou c’hoarier Su-Amerikan kuit n’o doa ket prouet gwall dra : Caceres ha Viveros (torret e gevrat). E Roazhon eo distro Olivier Sorlin eus Monako. Bet e oa eno evit c’hoari dindan Deschamps hag eñ aet kuit ne gave ket e blas ken. An holl o deus soñj avat pegen pouezus e oa bet Sorlin warlene evit reiñ ar volotenn da Frei : ur c’heloù mat eo evit ar Roazhoniz en defe sinet evit 3 bloaz hanter neuze. Un difenner zo erru ivez, Mensah e anv. Gant Chievo Verone (Italia) e c’hoarie betek-henn. Skipailh an Oriant a zeu brav an traoù gantañ er bloaz-mañ (3e) ha 30 pal o deus lakaet dija. N’eus forzh, Kristian Gourkuf a blij ar c’hoari brav dezhañ ha lakaet en deus 2 c’hoarier donezonet da zont. N’Guema (Roazhon) ha Danic (Troyes) zo bet prestet betek dibenn ar bloaz. An hini kentañ zo « donezonet eus tu an teknik » eme Laszlo Bölöni ha Danic en doa graet ur bloavezh dispar e Grenoble warlene. Guel zo erru ivez evit stabilaat kreiz ar skipailh hag adc’hounit ur plas e skipailh Aod-an-Olifant. Skipailh Gwengamp n’en deus lakaet nemet 17 pal er bloaz-mañ. Se zo kaoz ez eus erru 2 araoger danvez enno. Kader a zeu eus Sochaux ha sinet ur gevrat 2 vloaz hanter gantañ. Caggiano a zeu eus an Independante (Arc’hantina) diwar kuzul Nestor Fabri. E Brest evit echuiñ ganti, e kendalc’her d’ober ar gannadenn vras. 3 c’hoarier zo aet : Adnane (prestet da Chatellerault), Popovic (distro da Yougoslavia goude 6 miz e Breizh…) ha Gallon (Ferrol, eil rummad Spagn). 3 all zo erru avat ! 2 araoger : Tomou ha N’Gal hag un den e-kreiz : Pape Sarr (bet c’hoariet e-pad pell e Lens). Gant ma vo klevet aliesoc’h « E-baaaaaaarzh ! » war tachennoù Breizh…

Ar vreudeur Escude (2)

visantroue 16/07/2007 @ 13:33

Nicolas Escude en doa bet ur bloavezh 2004 start pa oa chomet strobet e skoaz (so Ya diwezhañ). E yaouaer avat a oa en e vravañ er bloavezh-se met…war ur sport all : ar vell-droad. Julien en doa gounezet kampionad an Izelvroioù gant an Ajax Amsterdam. Ne oa nemet 25 bloaz hag un difenner war an eskell danvez ennañ. Bet stummet e Cannes evel un bern re all (Zizane, Micoud, Viera…) en doa dibabet mont gant Stad Roazhon e 1999. Pevar bloavezh e oa chomet e Breizh ha ken brav e teue an traoù gantañ ma oa bet dibabet evit c’hoari e skipailh Frañs « ar re danvez enno ». Anv a oa anezhañ evit ar skipailh A zoken. Lod a gave dezho en doa graet ur fazi avat pa oa aet da Amsterdam e 2003 : mont da vro-Saoz pe da Italia a oa ar c’hiz. Disoñjet e vefe gant ar re e penn skipailh Frañs en ur c’hampionad a eil renk. Evit lod eo bet gwir rak daoust ma’z eus plas war eskell difenn Frañs, ne vo ket e Kib ar Bed en Alamagn. Met nag un huñvre e oa mont da c’hoari e klub Johan Cruyff ! Ar gall kentañ bet o c’hoari eno e oa ouzhpenn. Dindan Roenald Koeman e oa bet betek kardgourfenn Kevre ar gampioned (trec’het gant ar Milan AC). Evel evit e vreur avat e voe du e vloavezh 2005. Cheñchet penn d’ar skipailh ha Julien o c’hoari nebeutoc’h-nebeutañ. Se zo kaoz en doa goulennet mont da lec’h all da vare ar merkato diwezhañ. Gant FC Sevilla emañ bremañ (6vet el Liga) hag emichañs e vo 2006 bloavezh an distro evit ar vreudeur Escude.

Erru eo ar Messi !

visantroue 16/07/2007 @ 13:32

Diego Maradona a zoug bri dezhañ zoken. E vennozh en deus roet evit ma yelo niverenn 10 skipailh brodael Arc’hantina gantañ, ur chupenn na oa roet da zen abaoe m’eo aet Diego war e leve…N’eo nemet 18 vloaz met Lionel Messi a chom ur souezh evit an holl ken barrek eo. E-pad krogad kentañ eizhgourfenn Kevre ar gampioned Chelsea-Barcelona (1-2) eo deuet ken brav an traoù gantañ ma’z eo aet Del Horno diwar e dreid. Ur gartenn ruz zo aet gant difenner ar Blues na oa ket evit ober tra a-enep an hini a rae marzh war ar 21 c’hoarier all. Ha kouslkoude e c’hellfe bezañ c’hwitet war bep tra. Ur c’hleñved a oa warnañ pa oa krennard : ne c’helle ket kreskiñ ken. Ne oa nemet 1,11 m dezhañ pa oa 10 vloaz hag 1m43 tri bloavezh war-lerc’h…Hep hormonoù ne vije ket bet brasoc’h eget ur c’horr. Ker e oa al louzoù avat hag e dad da c’houlenn gant meur a glub skoazellañ anezhañ. N’eus bet hini ebet nemet ar Barça evit reiñ harp dezhañ. Un diviz eus ar c’hentañ evit pennoù ar c’hlub katalan : ar c’hoarier yaouankañ eo e istor ar « Blaugrana » bet lakaet ur pal e-barzh gantañ (17 vloaz). Ne c’hellfe ket mont kuit eus Barcelona hiviziken nemet 150 milion euro a vefe kinniget gant ur c’hlub all : ur sammad ken uhel hag evit…Ronaldinho. Re wir eo ez eus bet kollet daou c’hoarier danvez enno gant ar Barça c’hoazh : Francesc 'Cesc' Fábregas (aet da Arsenal) ha Gerard Piqué (Manchester Untied). « La pulga » avat a chomo e Katalonia betek 2014…da nebeutañ.

Ha Goude(t) ?

visantroue 16/07/2007 @ 13:31

« Pa vez fall ar skipailh, ne c’heller ket skarzhañ an 11 c’hoarier. Rak se ez eo ar gourdoner a bak, siwazh » eme Claude Bez, prezidant Jirondined Bourdel p’en doa lakaet Aimé Jacquet er-maez e 1989. Amprouet ar reolenn adarre, e Brest ar wezh-mañ. D’ar 6 a viz Meurzh e oa bet skarzhet an hini a oa deuet a-benn da adsevel ur skipailh a-vicher e Penn-ar-Bed : Albert Rust. Abaoe miz Kerzu ne oa aet ar maout gant ar Vrestiz nemet dre 2 wezh : 7 gwezh e oant bet koll ha 4 c’hrogad a-rampo graet ganto. Gwashañ a zo start ober…Gourdoner Grenoble (bet trec’het gant hini Brest d’an 2 a viz Kerzu just a-walc’h !) a zo bet tapet en e lec’h : Thierry Goudet. Ur bilañs etre a zo gant hemañ. Deuet e oa a-benn da lakaat skipailh ar Mañs da vont gant ar rummad 1añ e 2003 met 6 miz war-lerc’h e oa bet lakaet a-gostez abalamour ma oa paket fall e skipailh. E Grenoble en doa graet ur bloavezh dereat warlene (11vet) hag er bloaz-mañ eo sur e skipailh da chom en eil rummad met pell emañ diouzh ar plasoù kentañ a gave da lod e oa tu d’ar C’hrenobliz tizhout. Da welet enta hag-eñ e c’hello diglañvat skipailh Brest. Ar pezh zo sur avat en deus karantez ouzh ar c’hlub. Eno en doa c’hoariet e-kreiz ar bloavezhioù 80 : un triad eus ar c’hentañ en doa savet gant Maurice Bouquet ha Paol ar Gwenn. Chañs vat dezhañ rak start e vo an traoù. Met goude ar cheñchamant gourdroner e vo ret da bennoù ar c’hlub ober o bilañs war o strategiezh dezho. Ma oa bet ezhomm cheñch penn-da-benn ar skipailh 3 bloaz zo evit kuitaat an National, n’eo ket ken sur e oa mat kas ur pezh-mell taol-skubell bep bloaz abaoe. Er bloaz-mañ bepred ez eo un taol hebioù o deus graet. Chalusoc’h a zo c’hoazh evit an dazont. Kozh a-walc’h eo c’hoarierien bennañ ar Stad : 34 bloaz d’ar c’habiten Guegan, kement d’al libero Oliveira, 33 bloaz d’ar goleador Malm…Evit suraat dazont ar c’hlub ha gellet tañva d’ar rummad kentañ adarre, emañ pell Yann diouzh e gazeg atav.

An Nazeriz en eil rummad ?

visantroue 16/07/2007 @ 13:31

N’eo ket eus mell-droad a vo kaoz amañ. Kluboù mell-droad eil-kêr Liger-Atlantel (tost 70.000 annezad dezhi) a zo en ur satd reuzeudik, pell diouzh ar CFA zoken…Sportoù-bolotenn all a zeu brav e S.Nazer koulskoude : ar volley (SNVA) hag ar rugby (SNR). Tizhet e oa bet an eil rummad gant paotred ar SNVA warlene c’hoazh. « Ar Pro A a zo ret deomp soñjal ennañ bremañ » eme e brezidant Dominig Hamon. Evit poent avat gant 8 c’hoarier a-vicher hag ur budjed a 350.000 euro « e nac’hfen mont gant ar Pro A : n’omp ket diouzh se, met er bloavezhioù da zont… ». Pal ar Prezidant zo bet tizhet er bloaz-mañ bepred : echuiñ lodenn gentañ ar c’hampionad da 6vet ha mont gant ar play-off. Bonus eo ar pezh a c’hoarvez bremañ neuze ! Da eil emaint, da heul ar Goueloù VB a echuo mod pe vod e penn an traoù evit adkavout ar Pro A. Ur brav a grogad a vo etrezo d’an 29 a viz Ebrel bepred : e S.Brieg e oa bet tapet ur sugellad gant an Nazeriz (3-0), klaoustre e fello dezho cheñch penn d’ar vazh e sal Coubertin. Paotred ar rugby eus o zu a zo en trede rummad (F1) met er bloaz-mañ e c’hellfent pignat er Pro D2. Gant ar play-off emaint ivez, da eil ivez met n’eo ket dibosubl dezho pakañ paotred Limoges. D’an 23 a viz Ebrel en em gavo an daou skipailh e Breizh ha penn ar c’hampionad a vo da dapout. Hent ar 1/4 gourfenn a vefe digor dezho : ne chomfe nemet 3 c’hrogad evit bezañ en eil rummad, int ivez.

Kenavo Landreau !

visantroue 16/07/2007 @ 13:30

Gitonioù e-leizh a oa er Beaujoire disadorn : « Trugarez Mika », « Mika, karet out ganeomp », « Dibradenn an niv.1 »… Eya, goude 333 c’hrogad gant an FCN e c’hoarie Mikael Landreau evit ar wezh diwezhañ er Beaujoire. From d’an dud en deus graet e-pad e dro a enor, hag eñ ivez. Soñjit’ta : 2 gib Frañs (1999-2000) zo aet gant paotr Arzhon-Raez, kampion Frañs e oa bet e 2001 ha 9 bloavezh da heul en deus diwallet palioù Naoned…Skeudenn ur prantad aour eo. Ha piv n’en deus ket soñj eus e daolioù-kaerañ ? 31 tenn-kastiz bet harzet gantañ ! Domaj eo ne vije bet ket evit pakañ hini Darcheville war ar marc’had rak e zerbi atlantel diwezhañ e oa da Landreau (trec’het 0-1). Ne ra forzh. Gant e glub nevez (Pariz moarvat) en do tro d’ober ken brav ha marteze pilat rekord Jean-Luc Ettori : 602 grogad er rummad kentañ. En-tu all d’ar from n’eo ket un dra fall ez afe Landreau kuit. Evitañ da gentañ rak dre se e c’hello prouiñ eo estreget diwaller Naoned, ur plas erru re sur evit unan en deus c’hoant da vont pell. Aesoc’h e vo dezhañ mont da ziwaller 1añ skipailh Frañs pa yelo Barthez (36 bloaz) ha Coupet war o leve (34 bloaz). Rak heligentañ a vo etre meur a hini : Landreau (27 bloaz) zo trede diwaller abaoe 5 bloaz met Sebastien Frey (26 bloaz) zo war ar renk ivez. Ken donezonet int met egile zo aet da Italia aboae 5 bloaz (Inter Milan, Parma, Fiorentina) hag evit mont da ziwaller ar re C’hlas ez eo gwelloc’h chom e Frañs…Kêrbenn bro-C’hall a vo gwelloc’h c’hoazh ! Arabat e vo disoñjal Itandje (RC Lens) avat. « Dibradenn an niv.1 » a vo d’an FCN ivez. Ha pa ne vefe gounezet gwenneg ebet war an taol-mañ (ur fazi merañ ouzhpenn war chouk pennoù-bras ar c’hlub…) e tegaso un tamm aer fresk d’ar Joneliere. « Bandennad Mika » he deus graet he reuz er bloavezhioù tremenet. Gwelloc’h e oa bezañ tost da Landreau (Da Rocha, Savinaud…) eget bezañ erru fall gantañ. Pelloc’h c’hoazh eo bet e levezon pa oa eñ kaoz e oa bet skarzhet an daou c’hourdoner diwezhañ : Angel Marcos ha Loig Amis. En ur c’hlub a zo erru 17vet ha 14vet en daou vloaz tremenet eo poent d’ar brezidanted lakaat urzh ha n’eo ket…d’o diwaller eo. Diwar vremañ, ne vo ket digarez dezho ken pa’z eo aet Mika kuit.

Ar SNUC : down, down, down…

visantroue 16/07/2007 @ 13:29

Echu eo gant play-down ar Federal 1añ ha kriz an disoc’h evit paotred ar rugby e Naoned. Goude ur bloavezh hepken e 3de rummad kampionad Frañs int bet skarzhet da vare…ar c’hrogad diwezhañ. C’hoarierien Genneviliers a zo bet diouzh o brud e Naoned : dibosupl da vezañ trec’h warno. Warlene e oant bet trec’h e Breizh c’hoazh evit gourfenn ar Federal 2, er bloaz-mañ adarre evit krogad kentañ ar play-down hag evit un trede gwezh eo aet ar maout ganto enta : 6-14 (daou denn-kastiz kaset gant Paotrig evit Naoned). Kostez ar SNUC ez eo ur c’heloù fall ha liv un enkadenn zo warni evel e 1997. Pa gomz lod eus un adlamm diwar ar Fede 2 an abretañ ar gwellañ ez eo splann ne vo na seder na yac’h an traoù. 4 devezh goude taol an Ankoù bet roet gant paotred Genneviliers e oa bet divizet gant prezidant ar SNUC skarzhañ e c’hourdoner, Vincent Denis. Hemañ a oa bet galvet evel ar salver e penn-kentañ ar play-down koulskoude ha gwall sabatuet eo : « 10 vloaz zo emaon er c’hlub : holl skipailhoù ar re yaouank am eus graet war o zro. Da c’houde on bet e penn ar greizenn-stummañ ha bremañ… ». Souezhusoc’h c’hoazh eo klevet Jean-Michel Vuillemin, e brezidant, oc’h embann e c’hellfe mont da c’hourdoner « ma’z eo mat ar raktres din » ! Ne ouezer ket hag adlamm a vo e kêr Duged Breizh a-benn bloaz, bec’h avat…