Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

Rummad: Sport

Ur bloavezh tremen ?

visantroue 16/07/2007 @ 13:29

Echu eo kampionad Frañs ar vell-droad 2005-2006 ha dipitus eo bet evit an daou glub breizhat. Ur bloavezh divlaz evit an Naonediz, ur fin dipitus evit ar Roazhoniz. Mankout a rae un dra bennak d’ar Vretoned er bloaz-mañ, anat eo. Gant ma cheñcho…

Pa seller ouzh ar sifroù e vezer touellet. Muioc’h a boentoù a zo aet gant ar Roazhoniz eget warlene : 59 e-keñver 55. Koulskoude e chomo blaz ar re nebeut ganto pa’z int erru da 7vet nemetken (4e bloaz zo). Dreist-holl ne vo ket tu dezho da dañva da grogadoù kib Europa en-dro. Dipitus-kenañ pa ouezer eo darbet dezho bezañ bet perzhiekaet evit Kevre ar Gampioned ma vefe echu ar c’hampionad 2 sizhunvezh abretoc’h pe kib UEFA…10 munutenn a-raok dibenn ar c’hamponad ! Blev erfin. Penn-kentañ o c’hampionad zo kaoz : 4 c’hrogad kollet diwar 5 ha 17 pal bet tapet, re a boentoù aet diganto…Ne vo ket a-walc’h o 8 krogad gounezet da heul e dibenn ar bloabezh Eus tu kreisteiz Breizh eo bet startoc’h an traoù evit ar suportourien c’hoazh. Goude ur spontus a vloavezh 2004-2005 eo aet 3 foentig ouzhpenn gant ar Ganaried er bloaz-mañ. Adlamm ebet enta met didrabasoc’h an traoù ganto memes tra. N’eo ket bet warno liv an diskenn evel warlene met pebezh randon : un nebeud dezvezhioù hepken gant an 10 re gentañ, ar peurrest eus ar bloavezh etre ar 16 ha ar 14vet plas (o renkadur e dibenn ar bloavezh). Ar prezidant Rudi Roussillon en deus graet e seizh gwellañ evit hejañ e c’hoarierien met imor a vanke dezho. Evit an eil bloavezh da heul emañ ar Roazhinz a-raok an Naonediz.


Kreñvoc’h ar Roazhoniz ?

Arouezel eo bet krogad distro derby Breizh. Bloaz ha daou ugent e oa mestr an Naonediz en o stad met er bloaz-mañ avat eo aet ar maout gant ar Roazhoniz (0-2 evit an 20vet devezh). Kement-se a ziskouez mat penaos eo cheñchet penn d’ar vazh etre an daou glub. Splann an traoù e-keñver ar stummadur da skouer a oa perzh kreñv an Naonediz betek-henn. Rudy Roussillon en deus goulennet ober ur bilañs ur politikerezh stummañ a goust ker met na zegas ket ket kalz a frouezh ken. Skipailh B ar Ganaried a zo 10vet er CFA goude 14 krogad kollet. Diwar se n’eus deuet kazi c’hoarier nevez er skipailh kentañ : Dimitry Payet da skouer en deus c’hoariet 14 munutenn gant ar skipailh A en ur ober…3 c’hrogad. Diwar se ez eus bet divizet gant ar prezidant ar FCN mont da duta c’hoarierien skiant prenet ganto a-benn ar bloaz da zont : Nourdin Boukhari (Ajax Amsterdam), Eric Cubilier (Monaco) hag Alioum Saïdou (Galatasaray). Evit se eo avat eo bet gwerzhet bravig diwezhañ ar c’hlub : Jeremy Toullallann (7,5 milion da Lyon). « Pa vo gwelloc’h ar stummañ e c’hellimp kontañ war an diabarzh adarre met evit poent… » eme Roussillon. Eus tu Roazhon, n’eo ket tre ar memes diskan. Da eil emañ ar skipailh B (e CFA ivez) hag ar skipailh A a zo savet diwar c’hoarierien yaouank stummet er c’hlub : Mbia, Poulpin, Bourillon, Mvuemba ha Gourkuv evel-just. Kement ha ken bihan m’eo skipailh Roazhon an hini yaouankañ eus ar c’hampionad (22 vloaz eo keidenn oad ar c’hoarierien). Siwazh e vo start da bennoù ar c’hlub mirout o ferlezennoù. 6 million a zo bet kollet er bloaz-mañ ha ret e vo lakaat arc’hant fresk da baeañ ur greizenn stummañ a ya da ger ivez. Ha ma ne vefe ket ar bloavezh 2005-2006 hini an tremen met kentoc’h ar sin n’eo ket kluboù Breizh evit c’hoari gant ar re a gont ?

.

Enkadenn mell-droad Korsika

visantroue 16/07/2007 @ 13:28

Miz Genver 2005 : daou glub er rummad kentañ, ur c’hlub e National, ur c’hlub e CFA, 6 klub e CFA 2. E pelec’h emaomp ? E Korsika ! Pa ouezer ez eus war an enezenn kement a dud hag e Naoned pe div wezh nebeutoc’h eget e Aodoù-an-Arvor, ne c’helled nemet bezañ bamet. Tu fall an traoù avat ez eo al liesseurtegezh-mañ ur gwander ivez. Ur bloavezh hanter war-lerc’h ez eo gwall chalus stad ar vell-droad e Korsika e gwirionez. N’eus klub ebet ken er rummad kentañ, ar GFCO Ajaccio a zo erru da ziwezhañ e National ha ne oa ket a glub e CFA er bloaz-mañ ! Penaos ober evit adsevel o c’hein ? Ret e vefe d’ar c’hluboù en em glevet evit bodañ o arc’hant da gentañ. Warlene e oa ar budjed izelañ eus ar rummad kentañ gant an AC Ajaccio (16 M) hag a bell zoken. En em vodañ a vefe ret ober evit summañ ar re yaouank ivez : ar Gorsikiz yaouank a fello dezho tañva d’ar rummad kentañ a vo ret dezho mont war ar c’hevandir evit mont pelloc’h ganti hiviziken. Ouzhpenn da se e vefe dav dezho…chom sioul ! Warlene e oa bet taolet kunujennoù gouennelour a-enep ar c’hoarierien zu ha se zo kaoz ez eo bet kollet ur c’hoarier talvoudus evel Pascal Chimbonda da skouer (hag hemañ gant skipailh Frañs A bremañ…). Suportourien Bastia a zo aet diwar o zreid er bloavezh-mañ adarre p’o deus aloubet an dachenn evit ur c’hrogad eus ar re bouezusañ ouzh skipailh Caen. Diwar se ez eus bet difennet ouzh ar re e penn ar c’hlub aozañ krogadoù war an enezenn. Emichañs e vo an heligentañ etre Ajaccio ha Bastia un dra vat evit adsachañ mell-droad Korsika a-bezh war-zu ar c’halite adarre ha pa vefent o daou…er rummad daou.

Distro eo Reynald d’ar vro !

visantroue 16/07/2007 @ 13:27

Eya, lennit mat : Reynald ha n’eo ket Raynald. N’eo ket distro Raynald Denoueix da benn FC Naoned ha pa vefe dieub rak nac’het en deus mont gant skipailh Roazhon nevez zo. Reynald Pedros an hini eo. Hemañ zo bet unan eus c’hoarierien wellañ FC Naoned er bloavezhioù 90 : 152 grogad gant ar Ganaried, 22 bal hag un titl a gampion e 1995. Da c’houde e krogas an traoù da dreiñ da fall evitañ. 6 mizvezh e chomas e Marseille ha mont a reas kuit p’en doa lakaet nemet 1 pal. Da Barma ez eas evit c’hoari 4 c’hrogad en ur ober 9 mizvezh. E soñj a reas mont da Napoli neuze ha…3 c’hrogad a reas eno. Da vro-C’hall e tistroas met ne cheñchas netra : 15 krogad e Lyon en ur bloavezh, 3 c’hrogad e Montpellier, 8 krogad e Toloza, 15 e Bastia. En holl, 41 krogad ha 3 fal e-korf 6 vloaz ! Nag un dipit evit ur c'hoarier donezonet bet 25 gwezh gant skipailh Frañs…E kreiz Frañs e voe (Nevers, CFA 2) a-raok ober e soñj distreiñ da Vreizh. Ya, met n’eo ket er c’hlub en deus stummet anezhañ. Er Baol-Skoubleg e vo adalek an distro-skol er….Rummad a Enor. 34 bloaz anezhañ en deus divizet kuitaat bed ar vell-droad a-vicher evit harpañ ur skipailh a zo en e benn unan eus e gamaladed eus ar Jonelière : Anthony Martins. “Ne c’hell bezañ nemet gwellaet hor skipailh gant seurt c’hoarierien” emezañ. Marteze met un tamm tristik eo gwelet Reynald Pedros echuiñ ganti er mod-se.

Un FKN nevez ?

visantroue 16/07/2007 @ 13:26

« E-touez ar 5 klub kentañ e vimp e renkadur fin ar bloavezh » eme Emerse Fae. Goude 2 vloavezh eus ar re zipitusañ (17vet e 2005, 14vet e 2004) e santer birvilh er Joneliere adarre : an Naonediz a daol o selloù war an a-raok. Da dreiñ ar bajenn ez eus bet divizet lakaat arc’hant war an daol gant pennoù-bras ar c’hlub. Gant 50 milion a eurioù e vo budjed ar Ganaried e-touez ar 5 re vrasañ eus ar c’hampionad. An 10% a gresk e-keñver warlene a lak an FKN a-raok Stad Roazhon (38 M), St-Etienne (40 M) pe Monako (45 M) zoken. Ne vo ket digarez ebet ganto ma chom unton ha randonus ar c’hoari kaset er Beaujoire. A-drugarez d’an arc’hant fresk bet degaset gant gwerzh Toull-al-Lannn (7 M) ez eus deuet nebeud a c’hoarierien nevez : 5 anezho en holl. Tud a galite avat, kement ha ken bihan ma’z eus bet nevesaet penn-da-benn pe dost an tu gwan a oa d’ar Ganaried warlene : ar c’hrouiñ, an tagañ hag ar primder. Serj an Dized en deus divizet cheñch e zoare da sevel e skipailh. Gant ur 4-5-1 a blij kement da Raymond Domenech ez aio hiviziken. Vad a ra dezho war a seblant p’o deus pilet skipailh St-Etienne (3-0) da vare o c’hrogadoù a-vignoniezh. Nourdin Boukhari deuet eus Ajax Amsterdam ha karget da reiñ buhez d’ar c’hoari e-lec’h Dimitrievic pe Yapi Yapo en deus graet marzh d’an holl gant e 2 bal lakaet e-barzh. Kalz a zo gortozet eus Christian Wilhelmsson ivez. Hemañ zo deuet eus Anderlecht evit lakaat bec’h war tu-dehoù ar c’hoari e-lec’h Glombard aet da Gerdiz. 15 c’hoarier all zo aet kuit e gwirionez. En ul lec’h a-gostez evit “lofterien” int bet lakaet gant pennoù ar c’hlub e penn-kentañ ar bloavezh. Dindan an anv-mañ eo ret kompren “ar re ur gevrat ganto na oa ket o flas er c’hlub ken”. Lod anezho zo bet stummet e Naoned evel Delhommeau met ne zeuent ket a-benn d’ober o zoull er skpailh A. El loft int bet lakaet gant pleustradegoù a-ratozh da c’hortoz ma vefe kavet fred dezho. Aet eo mat en-dro an taktik kriz-mañ pa ne chom nemet ul lofter ken. E penn ar skipailh nevez graet diwar c’hoarierien goshoc’h ha deuet eus an diavaez eo bet lakaet Loig Guillon e-lec’h Mikael Landreau. Unan eus ar c’hoarierien nemeto bet stummet e Naoned eo hennezh. Sklaer eo : cheñchet eo penn d’ar vazh e FKN.

Breizhad ebet ken war Tro Europa ar Golf ?

visantroue 16/07/2007 @ 13:26

Fañch Delamontagne zo tomm dezhañ. Goude ur bloavezh 2005 deuet bravik an traoù gantañ (68vet e renkadur Europa) emañ en arvar bras bezañ skarzhet eus Tro Europa ar Golf a zo enni ar 115vet c’hoarier gwellañ. Siwazh, F.Delamontagne eo ar 125vet hini er bloaz-mañ. Ret e oa dezhañ bezan e-touez ar 15 re gentañ e tournamant Majorka (Spagn)…ha n’eo ket deuet a-benn anezhi. Ar chañs diwezhañ evit Breizhad nemetañ an Dro a vo gant un tournamant e Spagn adarre e kreiz miz Du. Tournamant an Ankoù e vo rak graet eo evit adtapout un nebeud tud bet skarzhet eveltañ goude ur bloavezh c’hwitet. Ha bez’ e vo en o zouez mab Padrig Delamontagne, anezhañ c’hoarier brudet Stad Roazhon er bloavezhioù 80 ? N’eo ket sur rak ur gudenn fiziañs zo warnañ. “E miz Meurzh em boa tapet kuzul gant un “arbennigour” evit cheñch un tamm mat ma swing. Ur sapre louzadenn eo bet. N’on ket deuet a-benn eus netra hag abaoe ne adkavan ma doare kozh d’ober. Bewezh p’en em gavan gant ur frapad diaes e vezan strafuilhet”. Delamontagne zo brudet evel unan eus ar re a sko ar c’hreñvañ er volotenn vihan met n’eus nemet 3 sizhunvezh ken d’ar Breizhad 27 vloaz anezhañ evit tennañ ken resis ha ma sko kreñv outi. Mod all…

Ur Stad Naoned breizhek met trec’het…

visantroue 16/07/2007 @ 13:24

« Echu gant ar SNUC : ur verradenn digomprenus eo. « Stad Naoned » a zo ret ober ac’hanomp diwar vremañ ». Prezeg Kristof Nouvel, Prezidant klub rugby Naoned a zo sklaer evel lagad an naer : evit desachañ tud ouzhpenn a-benn kib ar bed e ranker mont gant ur c’hehentiñ eeunaet. Diwar se ivez ez eus bet adkroget gant pennoù ar c’hlub da dalvoudekaat skeudenn breizhat ar c’hlub. Disteraet eo bet sponsoring rannvro Broioù al Liger a veze gwelet bannieloù anezhi e pep lec’h e stad Pascal Laporte. N’eo ket bet aderminikaet banniel ar c’hlub evit c’hoazh met a-raok ar c’hrogad a-bouez ouzh skipailh Lille e oa bet divizet gant pennoù ar c’hlub cheñch penn d’ar vazh. “ Degasit ho kwenn-ha-du !” a c’halvent war o lec’hienn internet. A-raok boulc’hañ gant ar c’hrogad hag evit lakaat tan b’an ti e oa bet pedet bagad Orvez da seniñ war an dachenn. “Un ambiañs eus ar c’hentañ evit ar publik hag evit ar c’hoarierien” eme bennoù ar c’hlub. N’eo ket bet fall da baotred ar Stad war a seblant p’o deus tapet penn ar jeu diouzhtu gant tenn Lardeux. Goude ar c’hard-eurvezh kentañ e oa 10-0 zoken. Tamm-ha-tamm avat eo bet krignet o lañs. Pa oa ar c’hrogad o vont da echuiñ e chome memes tra 2 boent ouzhpenn ganto (22-20). Siwazh dezho, abalamour d’o c’hlemmoù goude ur fazi amsklaer e voe tostaet un denadenn-gastiz gant an tredeog ha Fierro a roas an tu kreñv da baotred Lille e-pad ar prantad-astenn. Evit ar wezh kentañ e voe trec’het Stad Naoned. Hir e vo an hent davet ar Federal 1 met gant taolioù-brudañ evel hemañ e vo plijadur e stad Pascal Laporte er bloaz-mañ, hep mar ebet.

Naoned mod 1998

visantroue 16/07/2007 @ 13:23

Trec’h ebet abaoe miz Du. Pal ebet en ur ober 3 c’hrogad. War-eeun d’an eil rummad ez a FK Naoned. Evit skeiñ ar speredoù ez eus bet divizet gant prezidant ar C’hlub, Rudy Roussillon, gervel steredennoù ar bloavezh…1998. Fabien Barthez en deus sinet evit bezañ diwaller palioù ar Ganaried betek fin ar bloaz enta. Ur gevratig a zegaso 2 vilion a euroioù d’an “Doue moal” memes tra met un dra vat e tlefe bezañ evit ar skipailh moarvat : un den a benn a vo e gwiskva Naoned a-benn ar fin hag ezhomm a oa pa weler pegen diheñchet e seblant bezañ ar c’hoarierien. Ne vo ket a-walc’h avat. Pennoù RC Strasbourg o doa graet ar memes dibab e 2000 p’o doa galvet Chilavert e-kreiz ar bloaz. Diwaller skipailh Paraguay a oa bet dispar e kib ar bed hag e barr e vrud e oa met ne oa ket deuet a-benn da saveteiñ ar skipailh e-unan. Diskennet e oa an RCS e fin ar bloavezh. Fellout a ra da bennoù FKN ober cheñchamantoù all neuze. Ar gourdoner a vo cheñchet moarvat pa glever Rudy Roussilon « e ra fiziañs dezhañ », ar pezh a dalvez bepred e seurt degouezhioù…ne bado ket ! Laurent Blanc hag Alain Boghossian, daou zen o deus c’hoariet gant Barthez e 1998 a dlefe degouezhout da vare Nedeleg e-lec’h Jorj Eo. Ma’z eus danvez enno, anat eo, ez eo ken anat all n’o deus tamm skiant-prenet e penn ur skipailh. Evit saveteiñ klub koshañ ar Rummad 1añ e vo ret degas c’hoarierien nevez ivez ha n’eo ket seurfiñ diwar wagenn kib ar bed 1998 eo. Pa weler Oliech pe Dimitrijevic o lakaat palioù forzh pegement e CFA met a zo seizet kerkent ha ma c’hoariont gant ar skipailh 1añ e weler mat n’eo ket lod eus ar skipailh diouzh live an R1. Un niv.9 hag un niv.10 a vank da nebeutañ. Jean-Claude Darcheville (Jirondined Bourdel) a zo bet tostaet evit ar post kentañ. Chañs vat a c’heller hetiñ dezhañ rak ne c’hello ket lakaat palioù e-barzh ma n’eus ket unan evit pourchas ar volotenn dezhañ ha n’eus krouer ebet ken eus kostez ar Jonelière…

An trede seks hag ar sport

visantroue 16/07/2007 @ 13:22

Eeun-tre eo an traoù e bed ar sport. Daou rummad zo : gwazed pe maouezed. Ar pezh zo, n’eo ket ken eeun ar gwirvoud avat. Nevez zo c’hoazh ez eus ur rederez eus India zo bet lemmet he medalenn diganti e C’hoarioù Azia : ur reder e oa... Pell zo ez eus kontrolloù avat. E c’hoarioù olimpek Tokyo (1964) da skouer e oa disfiz war 1 gampionez diwar 3…Abalamour da se e oa bet lakaet kontrolloù gwregelezh war-sav (amprouenn Barr bet lakaet en he flas amprouenn PCR war-lerc’h). Diskoulmoù a oa bet kavet gant ar drucherien avat. Dre ma oa kontrollet ar genoù ez eo war un dra all e oa bet lakaet pouez : an hormonoù. Tud zo bet lakaet kement a gemm warno er mod-se m’o deus divizet bezañ oberataet o seks war-lerc’h, evel Heidi Krieger, kampionez Europa 1986 evit ar bannañ pouez hag a zo aet da baotr da c’houde he zamm karierenn. Anat eo n’eo ket aes ar jeu evit ar re zo e penn ar sport. Paket int etre pouez an arc’hant, ar re a fell dezho truchañ evit brud o bro (pe a zo lakaet da druchañ gant ar re gar o bro…) ha tud a zo o fersonelezh pe o c’horf etre an daou seks rummataet. Fur a-walc’h e seblant bezañ an diviz tapet evit ar c’hoarioù olimpek diwezhañ e Aten. Degemeret eo bet ar sportourien diouzh rummad o seks nevez ma’z eus bet un oberatadenn dezho, ma’z eo bet anavezet ar cheñchamant-se dre wir ha ma’z eus bet heuliet un louzaouiñ hormonoù e-pad daou vloaz. Er mod-se ne c’hello ket ar wazed aet da vaouezed ober o mad eus an testosteron ha pep hini a gav e blas e daou rummad ar sport...

Geriaoueg :
Rummad : catégorie
Gwirvoud : réalité
Lemmel digant : retirer à
Bezañ disfiz war : avoir des soupçons sur
°Gwregelezh: féminité
°Amprouenn : test
Trucher : tricheur
Bannañ pouez : lancer de poids
Diviz : décision
°Oberatadenn : opération
Dre wir : en droit, par le droit
Louzaouiñ : traitement
Ober e vad eus : profiter de

Distor an Diaouled du !

visantroue 16/07/2007 @ 13:19

Distro an “Diaouled du” !

An 21 a viz Mae 1998 zo chomet war soñj an holl a zo sot gant ar vell-droad. Ur mizvezh a-raok penn-kentañ kib ar bed e kroge skipailh broadel Breizh gant e istor. Paol ar Gwenn en deus c’hoariet e grogad diwezhañ e Roazhon, ouzh skipailh Kameroun (1-1). Berzh-mat en deus graet raktres Fañch Gaume. Hemañ zo e penn “Breizh Football Kevredigezh”. Startoc’h eo bet an traoù da c’houde koulskoude. Ur skipailh ofisiel zo e Kembre pe e bro-Skos, krogadoù a vez ingal gant skipailhoù nann-ofisiel Euskadi ha Katalonia met ne blij ket tamm ebet ar mennozh da Gevread Frañs gwelet ur skipailh e Breizh, ur vro a 4,2 milion a dud a blij ar vell-droad dezho ken-ha-ken. Kalz krogadoù zo bet prientet gant F.Gaume ha...nullet d’ar poent diwezhañ gant Kevread Frañs ha Marie-George Buffet a oa ministrerez ar sportoù d’ar c’houlz-se. Met Fañch zo ur penn kalet ! Aozet e vo ur c’hrogad e Sant-Sebastian-an-Enk (44). Ar raktres zo cheñchet un tamm : skipailh Breizh ar c’hoarierien a-vicher deuet nevez zo war o leve a vodo Stefan Gwivarc’h, Kaorintin Martins, Koko Michel ha me ‘oar me. Ne baouez ket pellgomz-hezoug F.Gaume da seniñ ! C’hoari a raio ar skipailh ouzh unan eus Afrika. Just a-raok ar c’hrogad e vo roet lañs da “Klub Breizh Football” a vodo 500 c’hoarier a zo bet er rummad kentañ pe en eil rummad. Ur gouel bras a vo, a dra sur, d’an 21 a viz Ebrel adalek 4e, e sal Kervartel (Sant-Sebastian). Da c’hortoz distro skipailh “A” Breizh, a c’hellfe bezañ e fin miz Mae, en ur stad bras e departamant kentañ Breizh...

Geriaoueg :
°Kib ar bed : coupe du monde
Raktres : projet
°Kevredigezh : association
Ingal : régulièrement
°Mennozh : idée
Kevread : Fédération
Ken-ha-ken : à fond (plijout ken-ha-ken = kiffer)
Prientiñ : préparer
Aozañ : organiser
Bezañ war e leve : être à la retraite
Bodañ : regrouper
Ha me ‘oar me : etc

Lazhomp ar goulou...

visantroue 16/07/2007 @ 13:17

Lazhomp ar goulou…

N’eo ket ar wezh kentañ ez eus bet lakaet 5 pal gant ur skipailh er Beaujoire. E 2000 dija e oa deuet Jirondined Bourdel da lakaat 0-5 d’ar Ganaried, a-drugarez da 4 fal Pauleta…evit e grogad kentañ e kampionad Frañs ! Met e fin ar bloaz e oa erru skipailh Naoned e plas kentañ ar c’hampionad. Ar wezh-mañ n’eo ket ar memes diskan koulskoude. 4 fal zo bet laket gant goleador Valenciennes, Steeve Savidon, lesanvet Savigoal e koun Batistuta (a rae suportourien ar Fiorentina Batigoal anezhañ). 2-5 evit Valenciennes e Naoned, piv en defe kredet se e penn-kentañ ar c’hampionad ? Ret eo anzav n’eo ket dispar skipailh an Hanternoz, war-bouez Savigoal met 6 degouezh o deus bet da lakaat palioù ha 5 zo aet e-barzh. An Naonediz o deus c’hoariet mat e-pad 1 eur, gwir eo. N’o deus ket bet chañs, re wir eo ivez. N’eo ket bet gwall vadelezhus an tredeog ganto, netra gwiroc’h kennebeut. Met bezomp sklaer ivez. Ul lodenn vat eus o c’hoarierien n’int ket diouzh ar rummad kentañ. Ha penaos asantiñ o dije tarzhet an difennerien er mod-se goude 1 eurvezh ? Perak int erru seizet hag o deus lezet Barthez e-unan goude 1 eurvezh ? Rak sebezus e oa gwelet 2 pe 3 c’hoarier eus Valenciennes pakañ 4 pe 5 kanari war an dro ha lezel diwaller Naoned d’en em zistripañ e-unan dirak Savigoal, 6 metrad dirak ar pal… Re aes an traoù da baotr an Hanternoz. Mantret e oa ar 25.000 den bennak a oa er Beaujoire. Lod o deus kroget da huchal a-enep perc’henn ar c’hlub, Serj Dassault, pe ar prezidant, Rudy Roussilon. Souezhus eo atav ne oa hini ebet o lakaat bec’h war ar gourdoner, Jorj Eo. Gant e 18 poent en ur ober 18 krogad ez eus bet divizet gant pennoù ar c’hlub goulenn gantañ chom a-sav bepred. Siwazh eo re ziwezhat moarvat rak un dra bennak zo torret er c’hlub-mañ.