Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

Rummad: Sport

Ar Ganaried e beg ar moc'h-gouez

visantroue 16/07/2007 @ 13:17

Bec’h a oa war an 35000 den bet er Beaujoire Disul, a-raok ar c’hrogad etre daou skipailh paket fall : hini Sedan (diwezhañ) hag hini Naoned (eil-diwezhañ). Santet e veze mat e oa da zont ur match a-bouez e istor ar re velen-ha-gwer. Un eurvezh tri c’hard war-lerc’h ne oa nemet 200 den a oa disammet : suporterien moc’h-gouez an Ardennoù, an holl re all a oa sabatuet. O skipailh en doa c’hoariet mat a-walc’h e-pad 45 munutenn met ur wezh c’hoazh hep bezañ gouest da lakaat unan e-barzh. An dizampartiz (Diallo e-unan dirak diwaller Sedan) pe an dichañs (tenn Vainqueur war ar peul-kreiz) a oa kaoz. Eus o zu e oa Sedaniz trist da welet, trist da ouelañ zoken. Goude an ehan avat e oa bet cheñchet penn d’ar vazh. Aet e oa o startijenn digant ar Ganaried ha Sedaniz a oa mestr war ar vell. Diwar un tenn dister e voe paket berr Barthez ur wezh met gant ar chañs ez eas ar volotenn ouzh ar peul ha da c’houde en e zivrec’h. Un nebeud munutennoù da c’houde avat e lezas ar vell da dremen adarre hag ur wezh c’hoazh diwar un tenn a netra. Feuket an tamm anezhañ e c’houlennas mont kuit eus an dachenn 20 munutenn a-raok fin ar c’hrogad ; dorn gourdoner Sedan a stardas met den ebet all n’ez eas da welet : war-eeun d’ar gwiskva ! E genc’hoarierien o deus klasket sevel o c’hein met re wan e oa o c’hreiz (Saidou ha Fae a oa gloazet) evit derc’hel penn. Evel goude fin un interamant eo aet kuit an holl dud e fin ar c’hrogad : didrouz a oa ganto. 8 match a chom met ne vo nemet 3 anezho e Naoned : start e vo tapout ar 24 poent a zo c’hoazh, dreist-holl ma n’eo ket gouest ar Ganaried da vezañ trec’h war ur skipailh evel hini ar moc’h-gouez.

Diskar an ti melen

visantroue 16/07/2007 @ 13:15

Graet eo ar wezh-mañ. Daoust d’un trec’h dic’hortoz e Bourdel (0-1) eo kondaonet skipailh Naoned da ziskenn en eil rummad daou zevezh a-raok fin ar c’hampionad. N’eo ket ur souezhadenn ar c’hastiz-mañ avat. Abaoe 2001 emañ an diskar war ober e Naoned : 10vet e 2002, 9vet e 2003, 6vet e 2004, 17vet e 2005, 14vet e 2006. Ur wezh c’hoazh n’eo ket an arc’hant a zo kaoz. Gant ur budjed a 50 euro milion a euroioù e oa ar Ganaried gant ar 6vet hini eus ar c’hampionad. N’eo ket ar greizenn stummañ a lonk an arc’hant kennebeut. Pa weler ur skipailh evel Sochaux bet gounezet Kib Frañs gant e skipailh A hag ar Gambardella gant e skipailh a dud yaouank n’eo “nemet” 4,5 milion a ya gant ar stummañ. E Naoned n’eus sifr resis ebet war se, un audit zo war ober met dre vras e vefe 10% eus ar budjed a yafe gant kreizenn ar Jonelière. Ar merañ an hini eo a zo kaoz. Skouer diwezhañ : ne oar den ebet pelec’h emañ kiboù Frañs 1965, 1966, 1973, 1977, 1980, 1983 ha titl kampion Frañs 1979 ! “E sez kozh ar c’hlub e oa pep tra o straniñ e kav ar c’hlub. N’eo ket souezhus e vefe bet kollet lod eus an trofeoù” eme Robert Budzynski. Bremañ avat e vo ret troc’hañ ar budjed e daou da nebeutañ evit gellet krakvevañ en eil rummad. C’hoarier gwellañ ar c’hlub Emerse Fae en deus embannet war ar groaz ne chomfe ket da ruzañ ha n’eo ket war ar skipailhoù yaouank e vo tu da gontañ evit adsevel ar c’hlub : ar skipailh e CFA zo en arvar da ziskenn ivez (5 poent lañs war an hini kentañ a ziskenno) ha skipailh ar c’hoarierien dindan 18 vloaz a zo 10vet diwar 14, pell war-lerc’h hini Brest, Gwened pe an Oriant (20 poent lañs warn ar Ganaried !). Ret eo teurel pell hor sell betek skipailh ar re dindan 16 vloaz evit kaout keleier gwelloc’h. Ar re-se zo da eil, dirak skipailh Bourdel ha Toloza met ret e vo gortoz 2 pe 3 bloaz evit ma c’hellfent c’hoari e skipailh kentañ an ti melen. Marteze a-walc’h e vo ret gortoz keit-se en eil rummad ivez.

3 c'hoarier nevez e Stad Roazhon ?

visantroue 15/07/2007 @ 17:43

Komzet e vez kalz eus distro Sylvain Wiltord eus tu stad hent an Oriant. Bec'h zo warnañ gant e glub (Lyon) atav.
2 c'hoarier all a zo heuliet gant ar re ruz ha du. Georgios Samaras da gentañ : 22 vloaz eo hag e Manchester City e c'hoari. Da eil emañ Asmoah Gyan (eus Ghana), en Udinese (Italia) e c'hoari evit poent.

Cetto war-zu Valladolid

visantroue 15/07/2007 @ 17:39

Kabiten FK Naoned a vefe war-nes sinañ ur gevrat gant klub Valladolid, el Liga (kampionad Spagn) eta.
25 bloaz eo Mauro Cetto ha ne fell ket dezhañ c'hoari e eil rummad kampionad Frañs.