Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

Keleier d'an 23 a viz Here 2007

visantroue — 2007-10-23 GTM 1 @ 18:22

Kalifornia : ur 650 bennak a diez distrujet gant an tan

Nicolas Sarkozy e Maroko : ur raktres kendiviz meur e 2008 etre Europa hag Afrika diwar-benn an enbroañ

Amprouadennoù ADN : Kannaded ha senedourien Frañs o vont da votiñ raktres Brice Hortefeux

Nukleel : Emgav e Roma etre Javier Solana hag an dileuriad nevez kaset gant gouarnamant Iran

Keleier d'an 19 a viz Here 2007

visantroue — 2007-10-23 GTM 1 @ 18:15

Goude un diskrog-labour istorel e chom rannet ar sindikadoù evit ar pezh zo d’ober goude

Ar sindikadoù a oa chomet rannet Digwener war ar mod d’en em harpañ war ar berzh istorel a oa bet gant diskrog-labour Diriaou en SNCF, RATP pe EDF-GDF evit klask lakaat ar gouarnamant da fiñval e-keñver reolioù dibar al leveoù.

Paouez gant ar stourm a-raok ur galv nevez marteze evit pennoù ar CGT, kenderc’hel gant an diskrog-labour hag en em harpañ war emvodoù-meur an hentouarnourien evit pennoù Solidaires hag FO, donaat an divizoù evit pennoù ar CFDT : fraezh e chomet soñj pep sindikad en SNCF.

Keleier d'ar 17 a viz Here 2007

visantroue — 2007-10-17 GTM 1 @ 20:39

Turkia : digoret an hent gant ar Parlamant evit kas tagadennoù a-enep ar PKK en Irak

FMI :un hanter boent nebeutoc'h a gresk a vo er bed a-bezh abalamour d'an enkadenn ekonomikel

UIMM : Cathy Kopp a dapo plas Gautier-Sauvagnac

Keleier d'ar 16 a viz Here 2007

visantroue — 2007-10-16 GTM 1 @ 19:50

Nukleel : Poutin a zegas e skoazell da gouarnamant Iran

Reolioù dibar al leveoù e Frañs : ur Yaouvezh du da c'hortoz

Bec'h er Medef : adreizhañ e framm a fell da F.Parisot ober

An Oriant - Monaco : 2-1

visantroue — 2007-08-14 GTM 1 @ 14:59

Nag a blijadur a oa bet Disadorn er Voustoer ! E-giz ma lavare gourdoner ar pennoù Merluz "Pell zo n'eus ket bet gwelet kement a draoù brav amañ"...

E skipailh en deus c'hoariet uhel war an dachenn ha lakaet o deus gwask war baotred Monaco adalek ar penn-kentañ. Daoust m'o deus lakaet palioù uhel evit ar bloaz-mañ e oa morgousket c'hoarierien ar Priñs Albert ha n'eo ket direizh e vefe bet lakaet ar pal kentañ gant ar Vretoned (Saifi, 14vet mun. diwar un tenn-digoll kaset gant Vahirua). Ur c'hardeurvezh war-lerc'h eo Saifi adarre a fuzuilhe ar paourkaezh Roma goude ur brav a labour graet gant Marin, ur paotr leun a startijenn.

Hag ar volotenn da vont buan eus ur Merluz d'egile, pegen brav o c'hoari ! Eus o zu ne zeue dañjer ebet gant tud Monaco, netra en a-raok, bec'h warno en a-dreñv, ar gouelec'h...

Goude an ehan e kendalc'he ar Vretoned da blantañ bec'h daoust ma vanke ur bern c'hoarierien dezho (Ar Penn da skouer). Met marteze int bet touellet gant o zaolioù kaer. C'hoant o deus bet d'ober re hag unan anezho a zo solut met poan en deus da zerc'hel e evezh a-hed ar match : Ciani an hini eo. Fellet ez eus bet dezhañ c'hoari re fin ha paket eo bet diwar ar c'hoari-mañ gant Gapke (65vet mun.). Hag ar match da cheñch penn-da-benn ! Edo e dalc'h ar Vretoned penn-da-benn hag a-daol-trumm int en em lakaet en arvar drezho o-unan. Ar ramz Koller zo deuet tre eus tu Monaco ha start-kenañ eo bet an hanter-eurvezh diwezhañ. Dalc'het o deus paotred Gourkuff avat hag ar suportourien da darzhañ gant al levenez e dibenn ar match.

Audard : 6 : n'en deus ket bet gwall dra d'ober nemet en un hanter-eurvezh diwezhañ, dirak Koller, ha n'eo ket eñ a zo kaoz eus ar pal.
Boutruche : 6 : n'eo ket pignet kalz met e labour en deus graet evel difenner.
Jallet : 7 : pelec'h e chomo a-sav 'ta ? Evel stoufer e c'hoari bremañ ha den ne gredfe e c'hoarie e kampionad National 2 vloaz zo.
Ciani : 4,5 : ezhomm zo anezhañ en a-dreñv rak n'eus ket kalz paotred vras e skipailh an Oriant met pebezh fazi war ar pal.
Morel : 6 : evel e geneil eus an tu kleiz.
Marin : 7 : leun a startijenn war an tu dehou. Plantet en deus bec'h forzh pegement. Brav e vo gwelet anezhañ pa zistroio Ulrich ar Penn.
Abriel : 6,5 : derc'hel a ra mat kreiz ar skipailh...hag an dachenn.
Ewolo : 7,5 : n'eo ket bras met mouget en deus c'hoarierien kreiz Monaco.
Namouchi : 6 : fiziañs a zeu dezhañ pa oar e c'hoario un nebeud matchoù gant ezvezañs ar Penn.
Vahirua : 7 : anat eo en deus kavet e blas diouzhtu e c'hoari Gourkuff.
Saifi : 7,5 : 2 bal, jestroù teknikel ken ma'z eus, gwell a se eo chomet er bloaz-mañ.

Eus tu Monaco ne zeu war wel nemet Roma en e balioù ha ne gomprener ket perak n'eo ket deuet tre Koller abretoc'h hag en ur mod ivez Pino.

Evit gwelet un nebeud skeudennoù :
http://www.dailymotion.com/relevance/search/fc+lorient/video/x2qq80_france-2-foot-fc-lorient-as-monaco_sport/1

Muioc'h a internet en Afrika

visantroue — 2007-08-14 GTM 1 @ 11:24

Muioc'h a internet en Afrika

Betek-henn ne oa nemet ur fun da gas an internet en Afrika. Eus Portugal ez ae betek kornôg Afrika.

Rak se n'eus ket muioc'h eget 4% eus an Afrikaned a zo kevreet ouzh an internet evit poent.

Cheñchamant a vo : ur fun nevez zo war sevel, eus tu ar reter ar wezh-mañ. Gant International Finance Corp (skourr prevez Bank ar Bed) e vo paeet an 32.5 milion a zollarioù a zo ezhomm.

250 milion a dud a c'hello bezañ kevreet er mod-se, adalek 2009.

FK Naoned - Stad Reims : 5-0

visantroue — 2007-07-30 GTM 1 @ 22:09

Dizonet e oa an Naonediz. 5 pal en ur c'hrogad, hag an holl anezho evit ar re velen : biskoazh kemend-all ! Paotred Reims o deus tarzhet diouzhtu goude 7 munutenn : Gousse a lakae unan e-barzh hag 8 munutenn da c'houde e oa tro ar ramz Bagayoko gant ur pezh-mell taol-penn. En ur c'hard-eurvezh e oa echu ar c'hrogad.

N'o deus ket bet paotred Reims an disterañ degouezh a-hed ar c'hrogad ha Gousse a lakae an 3e pal just goude an ehan war un tenn-kastiz. D'ar 55vet munutenn e lakae ar 4e, eñ ivez gant ur brav a daol gant e benn.

Birvilh a oa er stad. Un hola spontus zo bet hed-a-hed an dek munutenn diwezhañ ha Bagayoko a lake an hini diwezhañ d'an 90vet munutenn.

Ur vravig a nozvezh er Beaujoire evit 27.000 den memes tra ! Ret e vo diwall avat, n'eo nemet ar penn-kentañ. Skipailh Reims a oa gwall wan evel ma vijent bet 9 war an dachenn nemetken. Re wir eo ez eus bet bec'h etre int hag o renerien er sizhunvezhioù tremenet abalamour d'un afer adgoproù, ur sapre ambiañs...

Ar Ganaried o deus tennet ur pezh-mell taol atav met da ziwall zo, ne vint ket ar re nemeto (skipailhoù Montpellier, Amiens pe Sedan a vo ivez) ha n'eus nemet 3 flas evit adpignat.

Pilpouzerezh

visantroue — 2007-07-25 GTM 1 @ 12:48

Setu aze graet an taol : paket eo bet Alexandre Vinoukourov abalamour d'an doping. Hag an holl da gouezhañ war e chouk.

Yann seller an Dro da gentañ. Ar memes re a lavare 2 zevezh zo : "Pegen kalonek eo Vino, hemañ zo prop da nebeutañ" (e-keñver paotr ar chupenn velen, Michael Rasmussen) o doa disoñjet e oa disfiz bras war ar reder deuet eus ar C'hazakstan e-penn kentañ an dro abalamour d'e zarempredoù gant ar mezeg Ferrari (ur briz mezeg en deus gwerzhet louzoù dopiñ d'an holl). Met 'fin, ar re sot gant an Dro o doa c'hoant da grediñ en ur reder a zo brav da welet hag a zo imor ennañ.

Ar gwashañ a zo gant ar re zo e penn ar skipialhoù gall, a gav din. Kavet o deus perak eo renket fall o rederien (gall ebet e-touez an 30 re gentañ !) : int zo prop hag ar re all (dreist-holl pa zeuont eus pell) a zo dopet ! Biskoazh kemend-all...Marc Madiot, e penn La française des jeux da skouer : "Un dra da lavaret nemetken : Vino er-maez !". Souezhus a-berzh un den a zo anavezet evit bezañ karget un tamm mat pa oa-eñ reder...

Startoc'h e vefe sevel ar goulennoù mat evel-just. Evel ma lavare Luc Le Blanc er sizhun dremenet e vije frouezhus en em soñjal war stummadur ar re yaouank, penaos e vez sachet re warno pa n'int ket 18 vloaz ha re vras o c'halon da c'houde...

Google en deus un tamm lañs war Yahoo !

visantroue — 2007-07-22 GTM 1 @ 09:55

Yahoo ! en doa bet e damm berzh e 1994 p'en doa ijinet ur porched nevez, warnañ keleier ha servijoù.
Abaoe avat eo bet tapet gant tarzhadenn klogorenn an internet er bloavezhioù 2000.
Google zo e penn ar jeu bremañ a-drugarez d'ar bruderezh eo deuet a-benn e renerien da lakaat da vezañ spletus.
Keloù mat evit ar brezhoneg atav pa'z eus ur stumm eus Google en hor yezh.

Sina, trede ekonomiezh ar bed

visantroue — 2007-07-22 GTM 1 @ 09:51

PDK Sina a ya atav war gresk : + 11.5% evit 6 mizvezh kentañ 2006.
Rak se eo aet en tu all da hini Alamagn goude bezañ tapet hini Frañs ha Rouantelezh Breizh-veur e 2005.
Ne chom nemet Japn ha Stadoù Unanet Amerika a zo a-raok.
An dalc'h bremañ eo gouzout pegeit e c'hello ar Sinaed padout er mod-se...