Kib Frañs a oa anavezet evit reiñ an tu d’ar c’hluboù bihan d’ober o stal d’ar « re vras ». Abalamour da reolennoù nevez n’eo ket ken gwir-se ken. Domaj eo evit skipailhoù Plabenneg ha Brest.
Bec’h a oa bet e dibenn ar bloavezh tremenet etre ar c’hluboù a-vicher hag ar re n’int ket. « Doujañs ouzh an amatourien » a oa bet skrivet gant ar c’hluboù bihan ouzh chupenn o c’hoarierien. Eus peseurt dispriz a oa kaoz aze ? Ar reolennoù nevez bet tapet gant pennoù ar vell-droad a oa penn-kaoz eus ar reuz bet savet e Breizh dreist-holl. En a-raok, pa veze daou rummad a ziforc’h etre daou glub da vare tennadeg Kib Frañs e veze sikouret an hini bihan dre ma oa sur da zegemer an hini bras ha pa vefe tennet anv ar c’hlub bras da gentañ. Da skouer, ur c’hlub a zo gant ar championad « National » (pe trede rummad ma karit) enebet ouzh ur bare a zo gant ar rummad 1añ a yae an tu-kreñv gantañ. Ur sapre sikour e oa evit ar re vihan koulz evit an ambiañs hag an arc’hant. Ar reolennoù nevez a zo bet savet diwar « liveoù » hiviziken (kampionad « National » hag an eil Rummad a zo gant ar memes live da skouer, memes tra evit ar CFA hag ar CFA 2) ha n’eo ket « rummadoù » ken. Luzietoc’h an traoù evit ar suportourien hag aesetoc’h ar jeu evit ar c’hluboù bras. Kalz nebeutoc’h a vlaz a zo gant Kib Frañs diwar neuze pa’z eus nebeutco’h a souezhadennoù…
AR BLABENNEGIZ KASET DA AMIENS…
Da geñver ar 16vet gourfenn e oa skipailh Plabenneg « Meudig » ar Gib. Al Leoniz a zo gant ar CFA 2 da lavaret eo ar 5vet Rummad. Warlene e vijent bet sur pe hogozik da zegemer ur c’hlub all : na peseurt bec’h a vefe bet e stad Kervegen, nag ur chañs evit c’hoarierien n’int ket a-vicher da zerc’hel eñvorennoù evit o buhez a-bezh ! Ya met dipitet an dud pa oa bet lavaret dezho ez afent ouzh ur c’hlub a eil Rummad (ul live ouzhpenn dezho hepken !), hag unan eus ar re wellañ war ar marc’had : Amiens e Picardie ! 7 eurvezh gant ar bus…Klaoustre ne vefe ket bet trec’h 3-0 ar re a-vicher ma vefe bet ar c’hrogad e Breizh. « Kontant eo ma c’hoarierien o vezañ c’hoariet en ur stad ken brav memes tra…» eme v/Bernard Maligorn, gourdroner skipailh Plabenneg. Ur stad brav ken ez eo brav met hanter-c’houlo rak n’eo ket steredennoù a oa erru e Picardie : studieren e skol-veur Brest a ya d’ober un hanter eus skipailh Plabenneg, n’int ket ken sachus ha c’hoarierien skipailh Lyon pe Marsilia…Divlaz an traoù evit tud ar vro enta.
HA DIGEMPOUEZ AN DERBY BREIZHAT !
Chañsusoc’h eo bet skipailh Brest pa’z eo aet ar maout gantañ ouzh Ajaccioù met tapet e vo evel skipailh Plabenneg evit an dro o tont memes tra. E stad ar Beaujoire e vo an derby Breizhat da geñver an 8vet gourfenn. Daoust ma n’eus ket bet a zerby Naoned-Brest abaoe 1991, ne vo ket 40.000 den evit mont da welet ur skipailh a zo gant ar championad National…Kouslkoude ma vefe bet eus ar reolennoù kozh c’hoazh e vefe bet ar c’hrogad e stad Francis Le Ble : kazi-sur e vefe bet leun ar stad a 20.000 den eno pa c’hortoz ar Vrestiz un darvoud er mod-se abaoe 15 vloaz bremañ ! Ur chañsig a vefe bet gant c’hoarierien Albert Rust d’ar c’houlz-se hag ur wech c’hoazh ur sapre digoll evit ur c’hlub a glask sevel e gein abaoe ar freuz-stal bet c’hoarvezet e 1989. Keit ha ma vo kendalc’het gant pennoù-bras ar vell-droad da wareziñ ar c’hluboù bras ha dre se da reiñ an tu-kreñv d’an arc’hant e vo kollet un tamm mat eus spered ar Gib…
VR