Ur Stad Naoned breizhek met trec’het…
« Echu gant ar SNUC : ur verradenn digomprenus eo. « Stad Naoned » a zo ret ober ac’hanomp diwar vremañ ». Prezeg Kristof Nouvel, Prezidant klub rugby Naoned a zo sklaer evel lagad an naer : evit desachañ tud ouzhpenn a-benn kib ar bed e ranker mont gant ur c’hehentiñ eeunaet. Diwar se ivez ez eus bet adkroget gant pennoù ar c’hlub da dalvoudekaat skeudenn breizhat ar c’hlub. Disteraet eo bet sponsoring rannvro Broioù al Liger a veze gwelet bannieloù anezhi e pep lec’h e stad Pascal Laporte. N’eo ket bet aderminikaet banniel ar c’hlub evit c’hoazh met a-raok ar c’hrogad a-bouez ouzh skipailh Lille e oa bet divizet gant pennoù ar c’hlub cheñch penn d’ar vazh. “ Degasit ho kwenn-ha-du !” a c’halvent war o lec’hienn internet. A-raok boulc’hañ gant ar c’hrogad hag evit lakaat tan b’an ti e oa bet pedet bagad Orvez da seniñ war an dachenn. “Un ambiañs eus ar c’hentañ evit ar publik hag evit ar c’hoarierien” eme bennoù ar c’hlub. N’eo ket bet fall da baotred ar Stad war a seblant p’o deus tapet penn ar jeu diouzhtu gant tenn Lardeux. Goude ar c’hard-eurvezh kentañ e oa 10-0 zoken. Tamm-ha-tamm avat eo bet krignet o lañs. Pa oa ar c’hrogad o vont da echuiñ e chome memes tra 2 boent ouzhpenn ganto (22-20). Siwazh dezho, abalamour d’o c’hlemmoù goude ur fazi amsklaer e voe tostaet un denadenn-gastiz gant an tredeog ha Fierro a roas an tu kreñv da baotred Lille e-pad ar prantad-astenn. Evit ar wezh kentañ e voe trec’het Stad Naoned. Hir e vo an hent davet ar Federal 1 met gant taolioù-brudañ evel hemañ e vo plijadur e stad Pascal Laporte er bloaz-mañ, hep mar ebet.


digg it |
del.icio.us