An Nazeriz en eil rummad ?
N’eo ket eus mell-droad a vo kaoz amañ. Kluboù mell-droad eil-kêr Liger-Atlantel (tost 70.000 annezad dezhi) a zo en ur satd reuzeudik, pell diouzh ar CFA zoken…Sportoù-bolotenn all a zeu brav e S.Nazer koulskoude : ar volley (SNVA) hag ar rugby (SNR). Tizhet e oa bet an eil rummad gant paotred ar SNVA warlene c’hoazh. « Ar Pro A a zo ret deomp soñjal ennañ bremañ » eme e brezidant Dominig Hamon. Evit poent avat gant 8 c’hoarier a-vicher hag ur budjed a 350.000 euro « e nac’hfen mont gant ar Pro A : n’omp ket diouzh se, met er bloavezhioù da zont… ». Pal ar Prezidant zo bet tizhet er bloaz-mañ bepred : echuiñ lodenn gentañ ar c’hampionad da 6vet ha mont gant ar play-off. Bonus eo ar pezh a c’hoarvez bremañ neuze ! Da eil emaint, da heul ar Goueloù VB a echuo mod pe vod e penn an traoù evit adkavout ar Pro A. Ur brav a grogad a vo etrezo d’an 29 a viz Ebrel bepred : e S.Brieg e oa bet tapet ur sugellad gant an Nazeriz (3-0), klaoustre e fello dezho cheñch penn d’ar vazh e sal Coubertin. Paotred ar rugby eus o zu a zo en trede rummad (F1) met er bloaz-mañ e c’hellfent pignat er Pro D2. Gant ar play-off emaint ivez, da eil ivez met n’eo ket dibosubl dezho pakañ paotred Limoges. D’an 23 a viz Ebrel en em gavo an daou skipailh e Breizh ha penn ar c’hampionad a vo da dapout. Hent ar 1/4 gourfenn a vefe digor dezho : ne chomfe nemet 3 c’hrogad evit bezañ en eil rummad, int ivez.


digg it
del.icio.us
N'eus notenn ebet »
Leuskel un notenn