Ar « Breizh Team »
Sell’ta ! Ur sport bennak a vefe ur skipailh breizhat dezhañ evit mont da gevezhiñ ouzh broioù all ? Eus peseurt sport zo kaoz ? Mell-droad, rugby, marc’h-houarn ? N’eo ket. Lesanv nevez skipailh basket Brest an hini eo ! Hag ez eo gwir eo deuet a-benn paotred An « Etendard » d’ober ar pezh na oa ket bet graet gant skipailh breizhat ebet betek-henn : mont gant ar Pro A. Ur sapre pennad-hent zo bet kaset ganto e gwirionez. E 1952 e oa bet savet ar c’hlub hag istor an Etendard eo istor ar familh Tangi en ur mod. Gant Jo, (an tad), Yann-Baol (ar mab henañ) ha Youenn (an eil mab) eo bet kaset ar c’hlub war-raok gant an Dangied e-pad 48 vloaz ! Un eil den a zo bet a-bouez en afer-mañ : Yves Marie Verove, gourdroner abaoe 10 vloaz. E zaou vab a zo er c’hlub ivez : Franck (penn-manager) ha Jimmy (c’hoarier). Un istor familh adarre ! A-drugarez dezho eo aet ar c’hlub betek penn ar basket e Frañs kement ha ken bihan ma n’o doa ket bet kement-se a boan warlene : kroget gant ar bloavezh dre 17 trec’h da heul… Er bloaz-mañ avat e vo un afer all. 3 amerikan zo erru, en o zouez Jones bet gant Erminig Naoned (21 poent lakaet well-wazh gantañ e pep krogad warlene). Bailey eus Nancy zo degouezhet ivez. Evit poent, n’ez a ket fall ganto. Trec’h int bet war skipailh Cholet (103-98) met da vat e vo gouezet penaos emañ kont gant ar c’hrogad ofisiel kentañ : ouzh skipailh ar Mañs d’ar 5 a viz Here.


digg it
del.icio.us
N'eus notenn ebet »
Leuskel un notenn