Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

Ar Ganaried e beg ar moc'h-gouez

visantroue @ 13:17

Bec’h a oa war an 35000 den bet er Beaujoire Disul, a-raok ar c’hrogad etre daou skipailh paket fall : hini Sedan (diwezhañ) hag hini Naoned (eil-diwezhañ). Santet e veze mat e oa da zont ur match a-bouez e istor ar re velen-ha-gwer. Un eurvezh tri c’hard war-lerc’h ne oa nemet 200 den a oa disammet : suporterien moc’h-gouez an Ardennoù, an holl re all a oa sabatuet. O skipailh en doa c’hoariet mat a-walc’h e-pad 45 munutenn met ur wezh c’hoazh hep bezañ gouest da lakaat unan e-barzh. An dizampartiz (Diallo e-unan dirak diwaller Sedan) pe an dichañs (tenn Vainqueur war ar peul-kreiz) a oa kaoz. Eus o zu e oa Sedaniz trist da welet, trist da ouelañ zoken. Goude an ehan avat e oa bet cheñchet penn d’ar vazh. Aet e oa o startijenn digant ar Ganaried ha Sedaniz a oa mestr war ar vell. Diwar un tenn dister e voe paket berr Barthez ur wezh met gant ar chañs ez eas ar volotenn ouzh ar peul ha da c’houde en e zivrec’h. Un nebeud munutennoù da c’houde avat e lezas ar vell da dremen adarre hag ur wezh c’hoazh diwar un tenn a netra. Feuket an tamm anezhañ e c’houlennas mont kuit eus an dachenn 20 munutenn a-raok fin ar c’hrogad ; dorn gourdoner Sedan a stardas met den ebet all n’ez eas da welet : war-eeun d’ar gwiskva ! E genc’hoarierien o deus klasket sevel o c’hein met re wan e oa o c’hreiz (Saidou ha Fae a oa gloazet) evit derc’hel penn. Evel goude fin un interamant eo aet kuit an holl dud e fin ar c’hrogad : didrouz a oa ganto. 8 match a chom met ne vo nemet 3 anezho e Naoned : start e vo tapout ar 24 poent a zo c’hoazh, dreist-holl ma n’eo ket gouest ar Ganaried da vezañ trec’h war ur skipailh evel hini ar moc’h-gouez.

N'eus notenn ebet »

Leuskel un notenn


<a href> <em> <blockquote> <strong> <cite> <code> <ul> <li> <dl> <dt> <dd>