Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

Avel a-du gant « Produet e Breizh » !

visantroue @ 13:33

13 embregerezh a yae d’ober « Produet e Breizh » pa c’hanas ar gevredigezh e 1995. Da vare e emvod-meur diwezhañ en Oriant d’ar 17 a viz C’hwevrer e oa laouen ar prezidant Xavier Leclerq oc’h embann e oa 175 ezel bremañ.

Diwar enkadenn an embregerezhioù gounezvouedel e oa bet savet Produet e Breizh (PeB). E Penn-ar-Bed e oa al lodenn vrasañ eus hec’h izili. Bremañ avat e fell da pennoù ar gevredigezh cheñch ar skeudenn gentañ-mañ. Ha deuet eo ganto : ar gennadoù all (gourmarc’hadoù, treuzdougen…) a dalvez muioc’h eget un hanter eus obererezh hollek PeB ha ma chom Penn-ar-Bed an departamant dileurietañ, n’emañ ket ar muiañ-niver eno ken. Heverk-tre eo gwelet eus pelec’h eo an 19 ezel nevez bet degemeret er bloaz-mañ : Il-ha-Gwilen a zeu da eil just goude Penn-ar-Bed ha pouez Liger-Atlantel a zo o kreskiñ ivez. Arouezius eo emezeladur stalioù Auchan 44 hag an embregerzh LU da skouer.

Diorren e reter ar vro

E-pad emvod-meur an Oriant, n’eus bet kaoz nemet eus Breizh 5 departamant « evel-just », eme Xavier Leclerq hag an dud d’ober kentel da pennoù F3 bet eno evit ober un tamm brudañ evit Breizh 4 hepken ! Anat eo d’ar pennoù-embregerzhioù-mañ a implij en-tu all da 100.000 goprad eo o interest labourat war 5 departamant…enno 4.000.000 a vevezerien. Se zo kaoz e vo graet 2 frapad bruderezh stank e Roazhon hag e Naoned en distro-skol da zont. Unan eus linennoù trammgarr Naoned a vo livet diouzh karta grafek PeB hag ur bus a vo graet dezhañ kemend-all e Roazhon. 6 sizhunvezh pad e vo lakaet skritelloù bras (4 metrad dre 3) e div gerbenn Breizh.

Hag ar yezh ?

Betek-henn e chome dister plas ar brezhoneg ganto. Dipitus dreist-holl pa ouezer e venn da bennoù PeB tapout ur skeudenn « sevenadureloc’h » hag e loc’h o obererezhioù diwar tem an identelezh. « Ma n’ez a ket an traoù en-dro e Normandi ken brav hag e Breizh, n’eo ket souezhus : liamm ar yezh a vank dezho. Implijont anezhi enta ! » eme Jorj Premel Cabic, bet e burev ar gevredigezh.Cheñch e tlefe an traoù tamm-ha-tamm. Da gentañ e vo embannet roll programmoù « Gouel Erwan » en div yezh ganto ha n’eo ket diwar gementadoù bihan : tost 2.000.000 plegfollenn a vo skignet brezhoneg warno ! Lec’hienn nevez PeB a dlefe mont war an divyezhekaat ivez. Ul logo nevez gouestlet d’ar produioù krouiñ ha sevenadurel a dlefe bezañ savet ur stumm e brezhoneg pe divyezhek dezhañ. Kalonekaus eo gwelet 175 embregerezh pennañ Breizh a dalvez 15 miliard a euroioù o welet ar brezhoneg evel ur perzh mat ha n’eo ket ur skoilh ken...

N'eus notenn ebet »

Leuskel un notenn


<a href> <em> <blockquote> <strong> <cite> <code> <ul> <li> <dl> <dt> <dd>