C’hoarierien dilabour
Digresk a vefe bet gant an dilabour e Frañs er miz tremenet. Keloù mat. Souezhusoc’h eo klevet ez eus dilabour e bed ar sport a vicher avat. Soñjal a reer bepred er c’hoarierien vrudet a c’hounez milionoù bep bloaz. Koulskoude, e bed ar vell-droad dreist-holl ez eus muioc’h-mui a dud na vezont ket o huñvreal bemdez. Evel-just eo kalz diaesoc’h bezañ dilabour goude bezañ bet paeet diouzh ar SMIC en ul labouradeg. Mat eo gouzout koulskoude eo yaouankoc’h-yaouankañ ar c’hoarierien dilabour. 15 vloaz zo e oa 28 vloaz o oad keitad. Er bloaz-mañ eo tro 23 bloaz. Talvezout a ra n’o deus ket bet tro da c’hounez kalz a arc’hant hag alies-kaer n’o dez ket kement-se a stummadur war dachennoù all eget ar sport…Teñval o dazont enta. En holl ez eus 120 c’hoarier melldroad a-vicher n’o deus ket kavet ur c’hlub hervez Unvaniezh Vroadel ar Vell-droaderien A-vicher. Kement ha warlene. Anvioù brudet a zo evel Diomede (bet gounezet kib ar bed gantañ e 1998), Alicarte pe Rouvière (bet e Montpellier). Ar pezh zo ne chomer ket dilabour gwall bell er bed-mañ. Daou dra zo kaoz. Da gentañ, goude un nebeud mizioù hep c’hoari eo echu an afer : ne vo ket a zistro ken. Da eil, souezusat tra e vez kalz aesoc’h d’ar c’hoarierien bet chomet a-gostez kavout ur c’hlub goude ar merkato da lavaret bremañ. Petra zo kaoz ? Ur c’hoarier hepken a c’hell bezañ tapet gant pep klub goude ar merkato nemet…dilabour e vefe : d’ar c’houlz-se, ne gont ket. Seul aesoc’h ha se d’ar re dilabour kavout ur c’hlub. Hervez an UVVA eo adalek ar 1añ a viz Gwengolo betek ar 15 a viz Here e vo kavet fred gant lod eus ar 120 c’hoarier. Da c’houde avat e vo start war lasoù ar re n’o do kavet klub ebet…


digg it
del.icio.us
N'eus notenn ebet »
Leuskel un notenn