Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

Derby ar Mor-Bihan gant ar Verluzed

visantroue @ 13:38

Biskoazh ne oa bet kemend a dud e stad ar Rabin. Evit 32vet gourfenn kib Frañs e oa muioc’h eget 8000 den bet o welet ar c’hrogad etre ar FCL (an Oriant) hag ar VOC (Gwened). Daoust d’an amzer yen-ki e oa difloupet tud ar vro met tud o skerb Stad Roazhon pe FC Naoned a zo bet gwelet ivez evit derby ar Mor-Bihan. Dibaset e oa tud an aozañ un tamm : tro 20 munutenn e oa ret gortoz evit mont tre er stad abalamour da reolennoù surentez c’hwezet betek re. Ne vern : avel Kib Frañs en deus c’hwezhet war Gwened ! Tud an Oriant n’int ket bet lakaet gwall ziaes gant o amezeien : un tamm mat barrekoc’h e oant. Un nebeud suspens a oa bet memes tra pa oa bet lakaet rampo-ha-rampo an 2 skipialh goude pal Coquerel (46vet munutenn). Kalon en doa roet d’e skipailh en-dro pa gave d’an holl e oa graet o lasoù gant ar Wenediz goude pal Marchal just a-raok an ehan. Pennoù ar FCL o deus graet un taol-kaer avat dre lakaat Guel da sinañ e-pad ar merkato. Gant skipailh broadel Aodoù-an-Olifant e c’hoari hemañ ha pa’z eo deuet tre goude pal ar VOC en deus lakaet an tu-kreñv da vont gant ar FCL. Eñ ha Karim Ziani, ken dillo ha bepred, o deus stabilizet ar jeu. N’o deus graet nemet pouezañ kreñvoc’h-kreñvañ war difennerien ar VOC ken m’o deus pleget daoust da Revel a rae burzhudoù er palioù. Met Kristof ar Rouz en deus diheñchet ar vell en e rouedoù goude un tenn-korn kaset gant Stefan Pedron (67vet). C’hoarierien ar VOC hep Yann-Vari Eveno ne oant ket prim a-walc’h evit lakaat diaes ar Verluzed e dibenn ar c’hrogad. Er 16vet gourfenn e vo degemeret skipailh Lille gant tud ar FCL, Amiens gant ar Vrestiz, Lens gant ar Roazhoniz hag ar Witregiz a zegemero skipailh Caen. An Naonediz a c’hoario eus o zu e Koad Gwilhom (CFA).

N'eus notenn ebet »

Leuskel un notenn


<a href> <em> <blockquote> <strong> <cite> <code> <ul> <li> <dl> <dt> <dd>