Digor eo Kastell Duged Breizh en-dro
3 bloaz zo e oa serr ar C’hastell abalamour d’al labourioù adkempenn a oa bet kroget ganto 15 vloaz zo zoken. D’an 9 a viz C’hwevrer e vo digoret d’an dud en-dro : 500.000 gweladenner a zo gortozet bep bloaz. Re wir eo ez eo bamus ar mod ma’z eo bet graet an traoù. Brav e vo d’an holl gwelet ar mogerioù-kreñv sklêrijennet e-pad an noz da skouer. Porzh ar c’hastell a zo ur voem ivez hag ur gwir lec’h tremen e vo d’an dud adalek bremañ rak digoust e vo an treuziñ anezhañ. Muioc’h a anken a oa gant tud ar vro diwar-benn ar pezh a oa da vezañ graet e “Mirdi Naoned” a zo bet staliet e diabarzh ar c’hastell. Ret eo anzav e oa skubet pep roud eus istor Breizh er raktresoù kentañ... E gwirionez n’eo ket fall an disoc’h. Pa vo graet e dro gant Yann weladenner e vo gouiziekoc’h un tamm mat (dreist-holl an Naonediz nevez : 10% anezho zo erru en 10 vloaz diwezhañ). N’eo ket dister plas ar brezhoneg er savadur-mañ a dle bezañ an hini pennañ evit touristerezh Naoned hervez ar re zo e penn an ti-kêr. 6 yezh a zo evit gweladenniñ ar c’hastell hag ar mirdi : galleg, saozneg, spagnoleg, alamaneg, italianeg ha brezhoneg neuze. Rak se e c’helloc’h lenn en ho yezh an holl blakennoù glad a zo a-hed ar c’hastell ha lenn ar follenn bleg-displeg a zo roet e degemer ar mirdi. Dibaroc’h zo memes tra : an tokarnioù evit gweladenniñ 32 sal ar mirdi a ya en-dro e brezhoneg. Un destenn glok (25.000 ger !) bet troet gant Ofis ar Brezhoneg hag enrollet gant komedianed Dizale : ur skouer evit savadurioù sevenadurel hag istorel all a zo er peurrest eus Breizh. Siwazh, n’eus nemet un hanter eus ar yezhoù a zo bet dalc’het evit panellerezh diabarzh ar mirdi (roud ebet eus ar brezhoneg neuze). Dreist-holl, n’eus nemet hor yezh a zo bet skarzhet eus ar bonnoù liesvedia a gaver hed-a-hed salioù ar mirdi. Un dibab ideologel na c’heller nemet bezañ dipitet gantañ.


digg it
del.icio.us
N'eus notenn ebet »
Leuskel un notenn