Distor an Diaouled du !
Distro an “Diaouled du” !
An 21 a viz Mae 1998 zo chomet war soñj an holl a zo sot gant ar vell-droad. Ur mizvezh a-raok penn-kentañ kib ar bed e kroge skipailh broadel Breizh gant e istor. Paol ar Gwenn en deus c’hoariet e grogad diwezhañ e Roazhon, ouzh skipailh Kameroun (1-1). Berzh-mat en deus graet raktres Fañch Gaume. Hemañ zo e penn “Breizh Football Kevredigezh”. Startoc’h eo bet an traoù da c’houde koulskoude. Ur skipailh ofisiel zo e Kembre pe e bro-Skos, krogadoù a vez ingal gant skipailhoù nann-ofisiel Euskadi ha Katalonia met ne blij ket tamm ebet ar mennozh da Gevread Frañs gwelet ur skipailh e Breizh, ur vro a 4,2 milion a dud a blij ar vell-droad dezho ken-ha-ken. Kalz krogadoù zo bet prientet gant F.Gaume ha...nullet d’ar poent diwezhañ gant Kevread Frañs ha Marie-George Buffet a oa ministrerez ar sportoù d’ar c’houlz-se. Met Fañch zo ur penn kalet ! Aozet e vo ur c’hrogad e Sant-Sebastian-an-Enk (44). Ar raktres zo cheñchet un tamm : skipailh Breizh ar c’hoarierien a-vicher deuet nevez zo war o leve a vodo Stefan Gwivarc’h, Kaorintin Martins, Koko Michel ha me ‘oar me. Ne baouez ket pellgomz-hezoug F.Gaume da seniñ ! C’hoari a raio ar skipailh ouzh unan eus Afrika. Just a-raok ar c’hrogad e vo roet lañs da “Klub Breizh Football” a vodo 500 c’hoarier a zo bet er rummad kentañ pe en eil rummad. Ur gouel bras a vo, a dra sur, d’an 21 a viz Ebrel adalek 4e, e sal Kervartel (Sant-Sebastian). Da c’hortoz distro skipailh “A” Breizh, a c’hellfe bezañ e fin miz Mae, en ur stad bras e departamant kentañ Breizh...
Geriaoueg :
°Kib ar bed : coupe du monde
Raktres : projet
°Kevredigezh : association
Ingal : régulièrement
°Mennozh : idée
Kevread : Fédération
Ken-ha-ken : à fond (plijout ken-ha-ken = kiffer)
Prientiñ : préparer
Aozañ : organiser
Bezañ war e leve : être à la retraite
Bodañ : regrouper
Ha me ‘oar me : etc


digg it
del.icio.us
N'eus notenn ebet »
Leuskel un notenn