Distro eo Reynald d’ar vro !
Eya, lennit mat : Reynald ha n’eo ket Raynald. N’eo ket distro Raynald Denoueix da benn FC Naoned ha pa vefe dieub rak nac’het en deus mont gant skipailh Roazhon nevez zo. Reynald Pedros an hini eo. Hemañ zo bet unan eus c’hoarierien wellañ FC Naoned er bloavezhioù 90 : 152 grogad gant ar Ganaried, 22 bal hag un titl a gampion e 1995. Da c’houde e krogas an traoù da dreiñ da fall evitañ. 6 mizvezh e chomas e Marseille ha mont a reas kuit p’en doa lakaet nemet 1 pal. Da Barma ez eas evit c’hoari 4 c’hrogad en ur ober 9 mizvezh. E soñj a reas mont da Napoli neuze ha…3 c’hrogad a reas eno. Da vro-C’hall e tistroas met ne cheñchas netra : 15 krogad e Lyon en ur bloavezh, 3 c’hrogad e Montpellier, 8 krogad e Toloza, 15 e Bastia. En holl, 41 krogad ha 3 fal e-korf 6 vloaz ! Nag un dipit evit ur c'hoarier donezonet bet 25 gwezh gant skipailh Frañs…E kreiz Frañs e voe (Nevers, CFA 2) a-raok ober e soñj distreiñ da Vreizh. Ya, met n’eo ket er c’hlub en deus stummet anezhañ. Er Baol-Skoubleg e vo adalek an distro-skol er….Rummad a Enor. 34 bloaz anezhañ en deus divizet kuitaat bed ar vell-droad a-vicher evit harpañ ur skipailh a zo en e benn unan eus e gamaladed eus ar Jonelière : Anthony Martins. “Ne c’hell bezañ nemet gwellaet hor skipailh gant seurt c’hoarierien” emezañ. Marteze met un tamm tristik eo gwelet Reynald Pedros echuiñ ganti er mod-se.


digg it
del.icio.us
N'eus notenn ebet »
Leuskel un notenn