Enkadenn mell-droad Korsika
Miz Genver 2005 : daou glub er rummad kentañ, ur c’hlub e National, ur c’hlub e CFA, 6 klub e CFA 2. E pelec’h emaomp ? E Korsika ! Pa ouezer ez eus war an enezenn kement a dud hag e Naoned pe div wezh nebeutoc’h eget e Aodoù-an-Arvor, ne c’helled nemet bezañ bamet. Tu fall an traoù avat ez eo al liesseurtegezh-mañ ur gwander ivez. Ur bloavezh hanter war-lerc’h ez eo gwall chalus stad ar vell-droad e Korsika e gwirionez. N’eus klub ebet ken er rummad kentañ, ar GFCO Ajaccio a zo erru da ziwezhañ e National ha ne oa ket a glub e CFA er bloaz-mañ ! Penaos ober evit adsevel o c’hein ? Ret e vefe d’ar c’hluboù en em glevet evit bodañ o arc’hant da gentañ. Warlene e oa ar budjed izelañ eus ar rummad kentañ gant an AC Ajaccio (16 M) hag a bell zoken. En em vodañ a vefe ret ober evit summañ ar re yaouank ivez : ar Gorsikiz yaouank a fello dezho tañva d’ar rummad kentañ a vo ret dezho mont war ar c’hevandir evit mont pelloc’h ganti hiviziken. Ouzhpenn da se e vefe dav dezho…chom sioul ! Warlene e oa bet taolet kunujennoù gouennelour a-enep ar c’hoarierien zu ha se zo kaoz ez eo bet kollet ur c’hoarier talvoudus evel Pascal Chimbonda da skouer (hag hemañ gant skipailh Frañs A bremañ…). Suportourien Bastia a zo aet diwar o zreid er bloavezh-mañ adarre p’o deus aloubet an dachenn evit ur c’hrogad eus ar re bouezusañ ouzh skipailh Caen. Diwar se ez eus bet difennet ouzh ar re e penn ar c’hlub aozañ krogadoù war an enezenn. Emichañs e vo an heligentañ etre Ajaccio ha Bastia un dra vat evit adsachañ mell-droad Korsika a-bezh war-zu ar c’halite adarre ha pa vefent o daou…er rummad daou.


digg it
del.icio.us
N'eus notenn ebet »
Leuskel un notenn