Erru eo ar Messi !
Diego Maradona a zoug bri dezhañ zoken. E vennozh en deus roet evit ma yelo niverenn 10 skipailh brodael Arc’hantina gantañ, ur chupenn na oa roet da zen abaoe m’eo aet Diego war e leve…N’eo nemet 18 vloaz met Lionel Messi a chom ur souezh evit an holl ken barrek eo. E-pad krogad kentañ eizhgourfenn Kevre ar gampioned Chelsea-Barcelona (1-2) eo deuet ken brav an traoù gantañ ma’z eo aet Del Horno diwar e dreid. Ur gartenn ruz zo aet gant difenner ar Blues na oa ket evit ober tra a-enep an hini a rae marzh war ar 21 c’hoarier all. Ha kouslkoude e c’hellfe bezañ c’hwitet war bep tra. Ur c’hleñved a oa warnañ pa oa krennard : ne c’helle ket kreskiñ ken. Ne oa nemet 1,11 m dezhañ pa oa 10 vloaz hag 1m43 tri bloavezh war-lerc’h…Hep hormonoù ne vije ket bet brasoc’h eget ur c’horr. Ker e oa al louzoù avat hag e dad da c’houlenn gant meur a glub skoazellañ anezhañ. N’eus bet hini ebet nemet ar Barça evit reiñ harp dezhañ. Un diviz eus ar c’hentañ evit pennoù ar c’hlub katalan : ar c’hoarier yaouankañ eo e istor ar « Blaugrana » bet lakaet ur pal e-barzh gantañ (17 vloaz). Ne c’hellfe ket mont kuit eus Barcelona hiviziken nemet 150 milion euro a vefe kinniget gant ur c’hlub all : ur sammad ken uhel hag evit…Ronaldinho. Re wir eo ez eus bet kollet daou c’hoarier danvez enno gant ar Barça c’hoazh : Francesc 'Cesc' Fábregas (aet da Arsenal) ha Gerard Piqué (Manchester Untied). « La pulga » avat a chomo e Katalonia betek 2014…da nebeutañ.


digg it
del.icio.us
N'eus notenn ebet »
Leuskel un notenn