Kenavo Landreau !
Gitonioù e-leizh a oa er Beaujoire disadorn : « Trugarez Mika », « Mika, karet out ganeomp », « Dibradenn an niv.1 »… Eya, goude 333 c’hrogad gant an FCN e c’hoarie Mikael Landreau evit ar wezh diwezhañ er Beaujoire. From d’an dud en deus graet e-pad e dro a enor, hag eñ ivez. Soñjit’ta : 2 gib Frañs (1999-2000) zo aet gant paotr Arzhon-Raez, kampion Frañs e oa bet e 2001 ha 9 bloavezh da heul en deus diwallet palioù Naoned…Skeudenn ur prantad aour eo. Ha piv n’en deus ket soñj eus e daolioù-kaerañ ? 31 tenn-kastiz bet harzet gantañ ! Domaj eo ne vije bet ket evit pakañ hini Darcheville war ar marc’had rak e zerbi atlantel diwezhañ e oa da Landreau (trec’het 0-1). Ne ra forzh. Gant e glub nevez (Pariz moarvat) en do tro d’ober ken brav ha marteze pilat rekord Jean-Luc Ettori : 602 grogad er rummad kentañ. En-tu all d’ar from n’eo ket un dra fall ez afe Landreau kuit. Evitañ da gentañ rak dre se e c’hello prouiñ eo estreget diwaller Naoned, ur plas erru re sur evit unan en deus c’hoant da vont pell. Aesoc’h e vo dezhañ mont da ziwaller 1añ skipailh Frañs pa yelo Barthez (36 bloaz) ha Coupet war o leve (34 bloaz). Rak heligentañ a vo etre meur a hini : Landreau (27 bloaz) zo trede diwaller abaoe 5 bloaz met Sebastien Frey (26 bloaz) zo war ar renk ivez. Ken donezonet int met egile zo aet da Italia aboae 5 bloaz (Inter Milan, Parma, Fiorentina) hag evit mont da ziwaller ar re C’hlas ez eo gwelloc’h chom e Frañs…Kêrbenn bro-C’hall a vo gwelloc’h c’hoazh ! Arabat e vo disoñjal Itandje (RC Lens) avat. « Dibradenn an niv.1 » a vo d’an FCN ivez. Ha pa ne vefe gounezet gwenneg ebet war an taol-mañ (ur fazi merañ ouzhpenn war chouk pennoù-bras ar c’hlub…) e tegaso un tamm aer fresk d’ar Joneliere. « Bandennad Mika » he deus graet he reuz er bloavezhioù tremenet. Gwelloc’h e oa bezañ tost da Landreau (Da Rocha, Savinaud…) eget bezañ erru fall gantañ. Pelloc’h c’hoazh eo bet e levezon pa oa eñ kaoz e oa bet skarzhet an daou c’hourdoner diwezhañ : Angel Marcos ha Loig Amis. En ur c’hlub a zo erru 17vet ha 14vet en daou vloaz tremenet eo poent d’ar brezidanted lakaat urzh ha n’eo ket…d’o diwaller eo. Diwar vremañ, ne vo ket digarez dezho ken pa’z eo aet Mika kuit.


digg it
del.icio.us
N'eus notenn ebet »
Leuskel un notenn