Lazhomp ar goulou...
Lazhomp ar goulou…
N’eo ket ar wezh kentañ ez eus bet lakaet 5 pal gant ur skipailh er Beaujoire. E 2000 dija e oa deuet Jirondined Bourdel da lakaat 0-5 d’ar Ganaried, a-drugarez da 4 fal Pauleta…evit e grogad kentañ e kampionad Frañs ! Met e fin ar bloaz e oa erru skipailh Naoned e plas kentañ ar c’hampionad. Ar wezh-mañ n’eo ket ar memes diskan koulskoude. 4 fal zo bet laket gant goleador Valenciennes, Steeve Savidon, lesanvet Savigoal e koun Batistuta (a rae suportourien ar Fiorentina Batigoal anezhañ). 2-5 evit Valenciennes e Naoned, piv en defe kredet se e penn-kentañ ar c’hampionad ? Ret eo anzav n’eo ket dispar skipailh an Hanternoz, war-bouez Savigoal met 6 degouezh o deus bet da lakaat palioù ha 5 zo aet e-barzh. An Naonediz o deus c’hoariet mat e-pad 1 eur, gwir eo. N’o deus ket bet chañs, re wir eo ivez. N’eo ket bet gwall vadelezhus an tredeog ganto, netra gwiroc’h kennebeut. Met bezomp sklaer ivez. Ul lodenn vat eus o c’hoarierien n’int ket diouzh ar rummad kentañ. Ha penaos asantiñ o dije tarzhet an difennerien er mod-se goude 1 eurvezh ? Perak int erru seizet hag o deus lezet Barthez e-unan goude 1 eurvezh ? Rak sebezus e oa gwelet 2 pe 3 c’hoarier eus Valenciennes pakañ 4 pe 5 kanari war an dro ha lezel diwaller Naoned d’en em zistripañ e-unan dirak Savigoal, 6 metrad dirak ar pal… Re aes an traoù da baotr an Hanternoz. Mantret e oa ar 25.000 den bennak a oa er Beaujoire. Lod o deus kroget da huchal a-enep perc’henn ar c’hlub, Serj Dassault, pe ar prezidant, Rudy Roussilon. Souezhus eo atav ne oa hini ebet o lakaat bec’h war ar gourdoner, Jorj Eo. Gant e 18 poent en ur ober 18 krogad ez eus bet divizet gant pennoù ar c’hlub goulenn gantañ chom a-sav bepred. Siwazh eo re ziwezhat moarvat rak un dra bennak zo torret er c’hlub-mañ.


digg it
del.icio.us
N'eus notenn ebet »
Leuskel un notenn