Un FKN nevez ?
« E-touez ar 5 klub kentañ e vimp e renkadur fin ar bloavezh » eme Emerse Fae. Goude 2 vloavezh eus ar re zipitusañ (17vet e 2005, 14vet e 2004) e santer birvilh er Joneliere adarre : an Naonediz a daol o selloù war an a-raok. Da dreiñ ar bajenn ez eus bet divizet lakaat arc’hant war an daol gant pennoù-bras ar c’hlub. Gant 50 milion a eurioù e vo budjed ar Ganaried e-touez ar 5 re vrasañ eus ar c’hampionad. An 10% a gresk e-keñver warlene a lak an FKN a-raok Stad Roazhon (38 M), St-Etienne (40 M) pe Monako (45 M) zoken. Ne vo ket digarez ebet ganto ma chom unton ha randonus ar c’hoari kaset er Beaujoire. A-drugarez d’an arc’hant fresk bet degaset gant gwerzh Toull-al-Lannn (7 M) ez eus deuet nebeud a c’hoarierien nevez : 5 anezho en holl. Tud a galite avat, kement ha ken bihan ma’z eus bet nevesaet penn-da-benn pe dost an tu gwan a oa d’ar Ganaried warlene : ar c’hrouiñ, an tagañ hag ar primder. Serj an Dized en deus divizet cheñch e zoare da sevel e skipailh. Gant ur 4-5-1 a blij kement da Raymond Domenech ez aio hiviziken. Vad a ra dezho war a seblant p’o deus pilet skipailh St-Etienne (3-0) da vare o c’hrogadoù a-vignoniezh. Nourdin Boukhari deuet eus Ajax Amsterdam ha karget da reiñ buhez d’ar c’hoari e-lec’h Dimitrievic pe Yapi Yapo en deus graet marzh d’an holl gant e 2 bal lakaet e-barzh. Kalz a zo gortozet eus Christian Wilhelmsson ivez. Hemañ zo deuet eus Anderlecht evit lakaat bec’h war tu-dehoù ar c’hoari e-lec’h Glombard aet da Gerdiz. 15 c’hoarier all zo aet kuit e gwirionez. En ul lec’h a-gostez evit “lofterien” int bet lakaet gant pennoù ar c’hlub e penn-kentañ ar bloavezh. Dindan an anv-mañ eo ret kompren “ar re ur gevrat ganto na oa ket o flas er c’hlub ken”. Lod anezho zo bet stummet e Naoned evel Delhommeau met ne zeuent ket a-benn d’ober o zoull er skpailh A. El loft int bet lakaet gant pleustradegoù a-ratozh da c’hortoz ma vefe kavet fred dezho. Aet eo mat en-dro an taktik kriz-mañ pa ne chom nemet ul lofter ken. E penn ar skipailh nevez graet diwar c’hoarierien goshoc’h ha deuet eus an diavaez eo bet lakaet Loig Guillon e-lec’h Mikael Landreau. Unan eus ar c’hoarierien nemeto bet stummet e Naoned eo hennezh. Sklaer eo : cheñchet eo penn d’ar vazh e FKN.


digg it
del.icio.us
N'eus notenn ebet »
Leuskel un notenn