Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

Ur bloavezh tremen ?

visantroue @ 13:29

Echu eo kampionad Frañs ar vell-droad 2005-2006 ha dipitus eo bet evit an daou glub breizhat. Ur bloavezh divlaz evit an Naonediz, ur fin dipitus evit ar Roazhoniz. Mankout a rae un dra bennak d’ar Vretoned er bloaz-mañ, anat eo. Gant ma cheñcho…

Pa seller ouzh ar sifroù e vezer touellet. Muioc’h a boentoù a zo aet gant ar Roazhoniz eget warlene : 59 e-keñver 55. Koulskoude e chomo blaz ar re nebeut ganto pa’z int erru da 7vet nemetken (4e bloaz zo). Dreist-holl ne vo ket tu dezho da dañva da grogadoù kib Europa en-dro. Dipitus-kenañ pa ouezer eo darbet dezho bezañ bet perzhiekaet evit Kevre ar Gampioned ma vefe echu ar c’hampionad 2 sizhunvezh abretoc’h pe kib UEFA…10 munutenn a-raok dibenn ar c’hamponad ! Blev erfin. Penn-kentañ o c’hampionad zo kaoz : 4 c’hrogad kollet diwar 5 ha 17 pal bet tapet, re a boentoù aet diganto…Ne vo ket a-walc’h o 8 krogad gounezet da heul e dibenn ar bloabezh Eus tu kreisteiz Breizh eo bet startoc’h an traoù evit ar suportourien c’hoazh. Goude ur spontus a vloavezh 2004-2005 eo aet 3 foentig ouzhpenn gant ar Ganaried er bloaz-mañ. Adlamm ebet enta met didrabasoc’h an traoù ganto memes tra. N’eo ket bet warno liv an diskenn evel warlene met pebezh randon : un nebeud dezvezhioù hepken gant an 10 re gentañ, ar peurrest eus ar bloavezh etre ar 16 ha ar 14vet plas (o renkadur e dibenn ar bloavezh). Ar prezidant Rudi Roussillon en deus graet e seizh gwellañ evit hejañ e c’hoarierien met imor a vanke dezho. Evit an eil bloavezh da heul emañ ar Roazhinz a-raok an Naonediz.


Kreñvoc’h ar Roazhoniz ?

Arouezel eo bet krogad distro derby Breizh. Bloaz ha daou ugent e oa mestr an Naonediz en o stad met er bloaz-mañ avat eo aet ar maout gant ar Roazhoniz (0-2 evit an 20vet devezh). Kement-se a ziskouez mat penaos eo cheñchet penn d’ar vazh etre an daou glub. Splann an traoù e-keñver ar stummadur da skouer a oa perzh kreñv an Naonediz betek-henn. Rudy Roussillon en deus goulennet ober ur bilañs ur politikerezh stummañ a goust ker met na zegas ket ket kalz a frouezh ken. Skipailh B ar Ganaried a zo 10vet er CFA goude 14 krogad kollet. Diwar se n’eus deuet kazi c’hoarier nevez er skipailh kentañ : Dimitry Payet da skouer en deus c’hoariet 14 munutenn gant ar skipailh A en ur ober…3 c’hrogad. Diwar se ez eus bet divizet gant ar prezidant ar FCN mont da duta c’hoarierien skiant prenet ganto a-benn ar bloaz da zont : Nourdin Boukhari (Ajax Amsterdam), Eric Cubilier (Monaco) hag Alioum Saïdou (Galatasaray). Evit se eo avat eo bet gwerzhet bravig diwezhañ ar c’hlub : Jeremy Toullallann (7,5 milion da Lyon). « Pa vo gwelloc’h ar stummañ e c’hellimp kontañ war an diabarzh adarre met evit poent… » eme Roussillon. Eus tu Roazhon, n’eo ket tre ar memes diskan. Da eil emañ ar skipailh B (e CFA ivez) hag ar skipailh A a zo savet diwar c’hoarierien yaouank stummet er c’hlub : Mbia, Poulpin, Bourillon, Mvuemba ha Gourkuv evel-just. Kement ha ken bihan m’eo skipailh Roazhon an hini yaouankañ eus ar c’hampionad (22 vloaz eo keidenn oad ar c’hoarierien). Siwazh e vo start da bennoù ar c’hlub mirout o ferlezennoù. 6 million a zo bet kollet er bloaz-mañ ha ret e vo lakaat arc’hant fresk da baeañ ur greizenn stummañ a ya da ger ivez. Ha ma ne vefe ket ar bloavezh 2005-2006 hini an tremen met kentoc’h ar sin n’eo ket kluboù Breizh evit c’hoari gant ar re a gont ?

.

N'eus notenn ebet »

Leuskel un notenn


<a href> <em> <blockquote> <strong> <cite> <code> <ul> <li> <dl> <dt> <dd>