Ur merkato evit lakaat palioù e-barzh !
Echu e oa ar merkato d’an 31 a viz Genver. Evit kluboù Breizh n’int ket plaset gwall vat er bloaz-mañ (war-bouez an Oriant) ez eus bet klasket difallañ o zu-gwan : lakaat muioc’h a balioù. An holl gluboù o deus desachet c’hoarierien nevez hag en holl anezho ez eo war an tu-araok ez eus bet lakaet pouez enta. E Naoned eo erru Olliech e deroù ar merkato ha Rossi (FC Bale, Suis), o daou araogourien. Eus tu an a-dreñv ez eo aet daou c’hoarier Su-Amerikan kuit n’o doa ket prouet gwall dra : Caceres ha Viveros (torret e gevrat). E Roazhon eo distro Olivier Sorlin eus Monako. Bet e oa eno evit c’hoari dindan Deschamps hag eñ aet kuit ne gave ket e blas ken. An holl o deus soñj avat pegen pouezus e oa bet Sorlin warlene evit reiñ ar volotenn da Frei : ur c’heloù mat eo evit ar Roazhoniz en defe sinet evit 3 bloaz hanter neuze. Un difenner zo erru ivez, Mensah e anv. Gant Chievo Verone (Italia) e c’hoarie betek-henn. Skipailh an Oriant a zeu brav an traoù gantañ er bloaz-mañ (3e) ha 30 pal o deus lakaet dija. N’eus forzh, Kristian Gourkuf a blij ar c’hoari brav dezhañ ha lakaet en deus 2 c’hoarier donezonet da zont. N’Guema (Roazhon) ha Danic (Troyes) zo bet prestet betek dibenn ar bloaz. An hini kentañ zo « donezonet eus tu an teknik » eme Laszlo Bölöni ha Danic en doa graet ur bloavezh dispar e Grenoble warlene. Guel zo erru ivez evit stabilaat kreiz ar skipailh hag adc’hounit ur plas e skipailh Aod-an-Olifant. Skipailh Gwengamp n’en deus lakaet nemet 17 pal er bloaz-mañ. Se zo kaoz ez eus erru 2 araoger danvez enno. Kader a zeu eus Sochaux ha sinet ur gevrat 2 vloaz hanter gantañ. Caggiano a zeu eus an Independante (Arc’hantina) diwar kuzul Nestor Fabri. E Brest evit echuiñ ganti, e kendalc’her d’ober ar gannadenn vras. 3 c’hoarier zo aet : Adnane (prestet da Chatellerault), Popovic (distro da Yougoslavia goude 6 miz e Breizh…) ha Gallon (Ferrol, eil rummad Spagn). 3 all zo erru avat ! 2 araoger : Tomou ha N’Gal hag un den e-kreiz : Pape Sarr (bet c’hoariet e-pad pell e Lens). Gant ma vo klevet aliesoc’h « E-baaaaaaarzh ! » war tachennoù Breizh…


digg it
del.icio.us
N'eus notenn ebet »
Leuskel un notenn