Pilpouzerezh
Setu aze graet an taol : paket eo bet Alexandre Vinoukourov abalamour d'an doping. Hag an holl da gouezhañ war e chouk.
Yann seller an Dro da gentañ. Ar memes re a lavare 2 zevezh zo : "Pegen kalonek eo Vino, hemañ zo prop da nebeutañ" (e-keñver paotr ar chupenn velen, Michael Rasmussen) o doa disoñjet e oa disfiz bras war ar reder deuet eus ar C'hazakstan e-penn kentañ an dro abalamour d'e zarempredoù gant ar mezeg Ferrari (ur briz mezeg en deus gwerzhet louzoù dopiñ d'an holl). Met 'fin, ar re sot gant an Dro o doa c'hoant da grediñ en ur reder a zo brav da welet hag a zo imor ennañ.
Ar gwashañ a zo gant ar re zo e penn ar skipialhoù gall, a gav din. Kavet o deus perak eo renket fall o rederien (gall ebet e-touez an 30 re gentañ !) : int zo prop hag ar re all (dreist-holl pa zeuont eus pell) a zo dopet ! Biskoazh kemend-all...Marc Madiot, e penn La française des jeux da skouer : "Un dra da lavaret nemetken : Vino er-maez !". Souezhus a-berzh un den a zo anavezet evit bezañ karget un tamm mat pa oa-eñ reder...
Startoc'h e vefe sevel ar goulennoù mat evel-just. Evel ma lavare Luc Le Blanc er sizhun dremenet e vije frouezhus en em soñjal war stummadur ar re yaouank, penaos e vez sachet re warno pa n'int ket 18 vloaz ha re vras o c'halon da c'houde...


digg it
del.icio.us
N'eus notenn ebet »
Leuskel un notenn