An Oriant - Monaco : 2-1
Nag a blijadur a oa bet Disadorn er Voustoer ! E-giz ma lavare gourdoner ar pennoù Merluz "Pell zo n'eus ket bet gwelet kement a draoù brav amañ"...
E skipailh en deus c'hoariet uhel war an dachenn ha lakaet o deus gwask war baotred Monaco adalek ar penn-kentañ. Daoust m'o deus lakaet palioù uhel evit ar bloaz-mañ e oa morgousket c'hoarierien ar Priñs Albert ha n'eo ket direizh e vefe bet lakaet ar pal kentañ gant ar Vretoned (Saifi, 14vet mun. diwar un tenn-digoll kaset gant Vahirua). Ur c'hardeurvezh war-lerc'h eo Saifi adarre a fuzuilhe ar paourkaezh Roma goude ur brav a labour graet gant Marin, ur paotr leun a startijenn.
Hag ar volotenn da vont buan eus ur Merluz d'egile, pegen brav o c'hoari ! Eus o zu ne zeue dañjer ebet gant tud Monaco, netra en a-raok, bec'h warno en a-dreñv, ar gouelec'h...
Goude an ehan e kendalc'he ar Vretoned da blantañ bec'h daoust ma vanke ur bern c'hoarierien dezho (Ar Penn da skouer). Met marteze int bet touellet gant o zaolioù kaer. C'hoant o deus bet d'ober re hag unan anezho a zo solut met poan en deus da zerc'hel e evezh a-hed ar match : Ciani an hini eo. Fellet ez eus bet dezhañ c'hoari re fin ha paket eo bet diwar ar c'hoari-mañ gant Gapke (65vet mun.). Hag ar match da cheñch penn-da-benn ! Edo e dalc'h ar Vretoned penn-da-benn hag a-daol-trumm int en em lakaet en arvar drezho o-unan. Ar ramz Koller zo deuet tre eus tu Monaco ha start-kenañ eo bet an hanter-eurvezh diwezhañ. Dalc'het o deus paotred Gourkuff avat hag ar suportourien da darzhañ gant al levenez e dibenn ar match.
Audard : 6 : n'en deus ket bet gwall dra d'ober nemet en un hanter-eurvezh diwezhañ, dirak Koller, ha n'eo ket eñ a zo kaoz eus ar pal.
Boutruche : 6 : n'eo ket pignet kalz met e labour en deus graet evel difenner.
Jallet : 7 : pelec'h e chomo a-sav 'ta ? Evel stoufer e c'hoari bremañ ha den ne gredfe e c'hoarie e kampionad National 2 vloaz zo.
Ciani : 4,5 : ezhomm zo anezhañ en a-dreñv rak n'eus ket kalz paotred vras e skipailh an Oriant met pebezh fazi war ar pal.
Morel : 6 : evel e geneil eus an tu kleiz.
Marin : 7 : leun a startijenn war an tu dehou. Plantet en deus bec'h forzh pegement. Brav e vo gwelet anezhañ pa zistroio Ulrich ar Penn.
Abriel : 6,5 : derc'hel a ra mat kreiz ar skipailh...hag an dachenn.
Ewolo : 7,5 : n'eo ket bras met mouget en deus c'hoarierien kreiz Monaco.
Namouchi : 6 : fiziañs a zeu dezhañ pa oar e c'hoario un nebeud matchoù gant ezvezañs ar Penn.
Vahirua : 7 : anat eo en deus kavet e blas diouzhtu e c'hoari Gourkuff.
Saifi : 7,5 : 2 bal, jestroù teknikel ken ma'z eus, gwell a se eo chomet er bloaz-mañ.
Eus tu Monaco ne zeu war wel nemet Roma en e balioù ha ne gomprener ket perak n'eo ket deuet tre Koller abretoc'h hag en ur mod ivez Pino.
Evit gwelet un nebeud skeudennoù :
http://www.dailymotion.com/relevance/search/fc+lorient/video/x2qq80_france-2-foot-fc-lorient-as-monaco_sport/1


digg it
del.icio.us
N'eus notenn ebet »
Leuskel un notenn