Bedig http://bedig.nireblog.com Pennadoù berr, aes da lenn Sat, 17 May 2008 02:21:11 +0100 Bedig http://nireblog.com/imagenes/logo.png http://bedig.nireblog.com http://nireblog.com Keleier d'an 3 a viz Genver 2008 http://bedig.nireblog.com/post/2008/01/03/keleier-dan-3-a-viz-genver-2008 http://bedig.nireblog.com/post/2008/01/03/keleier-dan-3-a-viz-genver-2008 Bed : ar strilheoul en tu all da 100 dollar evit ar wezh kentañ

Frañs : Jose Bove war harz-debriñ abalamour d'an OGK

Naoned : en tu all da 200 karr bet lakaet tan enno da vare Kalanna

Comments

]]>
Thu, 03 Jan 2008 13:47:01 +0100
Tad Lacombe Nedeleg http://bedig.nireblog.com/post/2007/12/27/tad-lacombe-nedeleg http://bedig.nireblog.com/post/2007/12/27/tad-lacombe-nedeleg Bep bloaz e vez ur pikol taol-bec'h gant paotred Roazhon, nemet er bloavezhioù diwezhañ e oa...er penn-kentañ eus ar c'hampionad !

 

Er bloaz-mañ e oa partiet mat an traoù evit ar re ruz ha du avat. Da 3e e oant e miz Du zoken. Ur skipailh solutoc'h eget er bloavezhioù all, ur c'hlub o vont war-raok, un den e penn (Dreossi) a zeue brav-kenañ an traoù gantañ ha...6 krogad aet hebioù ganto. Pal ebet lakaet ha trec'het kement gwezh da heul.

Dreossi en deus divizet mont war gil evit lezel plas d'ur gourdroner hag eñ da vezañ manager nemetken. Galvet eo bet Guy Lacombe da vont war ar post.

Ha profoù a vo gant an Tad Nedeleg e Roazhon ? N'eo ket sur. Aet eo ar fiziañs digant an holl c'hoarierien, ur pezh labour a vo d'ober war ar speredoù evit adsevel ur gwir skipailh.

Da c'hortoz, n'eus deuet nemet 2 grogad a-rampo gant Guy Lacombe (Zagred ha Toloza). N'eo ket klañv ar Stad ken met n'eo ket pareet c'hoazh.

Comments

]]>
Thu, 27 Dec 2007 15:29:12 +0100
Keleier d'ar 14 a viz Kerzu 2007 http://bedig.nireblog.com/post/2007/12/15/keleier-dar-14-a-viz-kerzu-2007 http://bedig.nireblog.com/post/2007/12/15/keleier-dar-14-a-viz-kerzu-2007 Bed : Hin : E Bali ez eus bet kavet un emglev

Frañs : Echu gant troiad Kadhafi

Frañs : Kresket e vo priz ar gaz eus 6% adalek ar 1añ a viz Genver

Geriaoueg :

Hin : climat

Troiad : tournée

Comments

]]>
Sat, 15 Dec 2007 12:34:42 +0100
Keleier d'an 11 a viz Kerzu 2007 http://bedig.nireblog.com/post/2007/12/11/keleier-dan-11-a-viz-kerzu-2007 http://bedig.nireblog.com/post/2007/12/11/keleier-dan-11-a-viz-kerzu-2007 Keleier d'an 11 a viz Kerzu 2007

Bed : Su-Korea : Lanv du bras-divent : 10 mil tonenn a eoul-maen er mor melen

Bed : Sina : 43 skolveuriad a c'houlenn ma vo serret ar c'hampoù ma'z eus tremenet 3,5 milion a dud en 50 vloaz diwezhañ

Bed : Stadoù-Unanet-Amerika : An danvez-prezidant Barrack Obama en deus resevet skoazell Oprah Winfrey, ur vaouez brudet-tre e bed ar skinwel

Geriaoueg :

Lanv du : marée noire

Eoul-maen : pétrole

skolveuriad : univeristaire

danvez-prezidant : candidat à la présidentielle

Comments

]]>
Tue, 11 Dec 2007 19:33:39 +0100
Keleier d'an 28 a viz Du 2007 http://bedig.nireblog.com/post/2007/11/28/keleier-dan-28-a-viz-du-2007 http://bedig.nireblog.com/post/2007/11/28/keleier-dan-28-a-viz-du-2007 Europa : Rouantelezh Unanet : bec'h war Gordon Brown da heul aferioù arc'hant lous evit arc'hantoauiñ strollad al Labour

Europa : Alamagn : 3e bro washañ er bed goude SUA ha Kanada evit  an niver a fuzilhadegoù er skolioù.

Sport : Arc'hantinia : Kevre ar rugbi war-zu ar micheleraat, a-benn ar fin...

Comments

]]>
Wed, 28 Nov 2007 21:25:14 +0100
Keleier d'ar 16 a viz Du 2007 http://bedig.nireblog.com/post/2007/11/16/keleier-dar-16-a-viz-du-2007 http://bedig.nireblog.com/post/2007/11/16/keleier-dar-16-a-viz-du-2007 Bed : Pakistan : Benazir Bhutto dieubet

Europa : Alamagn : 3e devezh an diskrog-labour war an hentoù-houarn

Breizh : Koulzad brudañ dibar kaset gant Unvaniezh Demokratel Breizh evit adframmañ rannvroioù kornôg Frañs.

Comments

]]>
Fri, 16 Nov 2007 21:27:12 +0100
Keleier d'an 28 a viz Here 2007 http://bedig.nireblog.com/post/2007/10/28/keleier-dan-28-a-viz-here-2007 http://bedig.nireblog.com/post/2007/10/28/keleier-dan-28-a-viz-here-2007 Diskrog-labour gant Air Frañs : war-zu ur 5vet devezh da heul ?

Darfour : Pennoù an ABU a gav dezho ez eus danvez er c'hendivizoù zo bet kroget ganto.

Rusia : daou strollad ouzhpenn berzhet a vont war ar renk evit an dilennadegoù er Parlamant

Comments

]]>
Sun, 28 Oct 2007 20:33:39 +0100
Keleier d'an 22 a viz Here 2007 http://bedig.nireblog.com/post/2007/10/28/keleier-dan-22-a-viz-here-2007 http://bedig.nireblog.com/post/2007/10/28/keleier-dan-22-a-viz-here-2007 TIzhet e oa bet pikern an tireoul e 2006 hervez ur studiadenn graet gant Energy Watch Group. Diwar vremañ ez afe war zigresk ar pezh a chom eus an tireoul er bed a-bezh, -3% bep bloaz.

Comments

]]>
Sun, 28 Oct 2007 15:50:09 +0100
Keleier d'ar 26 a viz Here 2007 http://bedig.nireblog.com/post/2007/10/28/keleier-dar-26-a-viz-here-2007 http://bedig.nireblog.com/post/2007/10/28/keleier-dar-26-a-viz-here-2007 Derby breizhat, eil tro (d'ar 27 a viz Eost e oa bet Naoned-Brest) : trec'het eo bet skipailh Brest adarre, ar wezh-mañ gant hini Gwengamp (0-1)

Comments

]]>
Sun, 28 Oct 2007 15:43:31 +0100
Keleier d'ar 24 a viz Here 2007 http://bedig.nireblog.com/post/2007/10/24/keleier-dar-24-a-viz-here-2007 http://bedig.nireblog.com/post/2007/10/24/keleier-dar-24-a-viz-here-2007 Moskov : "muntrer an talbez" a vefe kaoz eus marv 48 den

Turkia : Kaoz a zo eus bombezadegoù war ar Gurded

Iran : Pennoù ar gouarnamant a ra "ur berniad paperioù" eus divizoù an ABU

 

Comments

]]>
Wed, 24 Oct 2007 19:27:23 +0100
Keleier d'an 23 a viz Here 2007 http://bedig.nireblog.com/post/2007/10/23/keleier-dan-23-a-viz-here-2007 http://bedig.nireblog.com/post/2007/10/23/keleier-dan-23-a-viz-here-2007 Kalifornia : ur 650 bennak a diez distrujet gant an tan

Nicolas Sarkozy e Maroko : ur raktres kendiviz meur e 2008 etre Europa hag Afrika diwar-benn an enbroañ

Amprouadennoù ADN : Kannaded ha senedourien Frañs o vont da votiñ raktres Brice Hortefeux

Nukleel : Emgav e Roma etre Javier Solana hag an dileuriad nevez kaset gant gouarnamant Iran

Comments

]]>
Tue, 23 Oct 2007 18:22:30 +0100
Keleier d'an 19 a viz Here 2007 http://bedig.nireblog.com/post/2007/10/23/keleier-dan-19-a-viz-here-2007 http://bedig.nireblog.com/post/2007/10/23/keleier-dan-19-a-viz-here-2007 Goude un diskrog-labour istorel e chom rannet ar sindikadoù evit ar pezh zo d’ober goude

Ar sindikadoù a oa chomet rannet Digwener war ar mod d’en em harpañ war ar berzh istorel a oa bet gant diskrog-labour Diriaou en SNCF, RATP pe EDF-GDF evit klask lakaat ar gouarnamant da fiñval e-keñver reolioù dibar al leveoù.

Paouez gant ar stourm a-raok ur galv nevez marteze evit pennoù ar CGT, kenderc’hel gant an diskrog-labour hag en em harpañ war emvodoù-meur an hentouarnourien evit pennoù Solidaires hag FO, donaat an divizoù evit pennoù ar CFDT : fraezh e chomet soñj pep sindikad en SNCF.

Comments

]]>
Tue, 23 Oct 2007 18:15:51 +0100
Keleier d'ar 17 a viz Here 2007 http://bedig.nireblog.com/post/2007/10/17/keleier-dar-17-a-viz-here-2007 http://bedig.nireblog.com/post/2007/10/17/keleier-dar-17-a-viz-here-2007 Turkia : digoret an hent gant ar Parlamant evit kas tagadennoù a-enep ar PKK en Irak

FMI :un hanter boent nebeutoc'h a gresk a vo er bed a-bezh abalamour d'an enkadenn ekonomikel

UIMM : Cathy Kopp a dapo plas Gautier-Sauvagnac

Comments

]]>
Wed, 17 Oct 2007 20:39:05 +0100
Keleier d'ar 16 a viz Here 2007 http://bedig.nireblog.com/post/2007/10/16/keleier-dar-16-a-viz-here-2007 http://bedig.nireblog.com/post/2007/10/16/keleier-dar-16-a-viz-here-2007 Nukleel : Poutin a zegas e skoazell da gouarnamant Iran

Reolioù dibar al leveoù e Frañs : ur Yaouvezh du da c'hortoz

Bec'h er Medef : adreizhañ e framm a fell da F.Parisot ober

Comments

]]>
Tue, 16 Oct 2007 19:50:13 +0100
An Oriant - Monaco : 2-1 http://bedig.nireblog.com/post/2007/08/14/an-oriant-monaco-2-1 http://bedig.nireblog.com/post/2007/08/14/an-oriant-monaco-2-1 Nag a blijadur a oa bet Disadorn er Voustoer ! E-giz ma lavare gourdoner ar pennoù Merluz "Pell zo n'eus ket bet gwelet kement a draoù brav amañ"...

E skipailh en deus c'hoariet uhel war an dachenn ha lakaet o deus gwask war baotred Monaco adalek ar penn-kentañ. Daoust m'o deus lakaet palioù uhel evit ar bloaz-mañ e oa morgousket c'hoarierien ar Priñs Albert ha n'eo ket direizh e vefe bet lakaet ar pal kentañ gant ar Vretoned (Saifi, 14vet mun. diwar un tenn-digoll kaset gant Vahirua). Ur c'hardeurvezh war-lerc'h eo Saifi adarre a fuzuilhe ar paourkaezh Roma goude ur brav a labour graet gant Marin, ur paotr leun a startijenn.

Hag ar volotenn da vont buan eus ur Merluz d'egile, pegen brav o c'hoari ! Eus o zu ne zeue dañjer ebet gant tud Monaco, netra en a-raok, bec'h warno en a-dreñv, ar gouelec'h...

Goude an ehan e kendalc'he ar Vretoned da blantañ bec'h daoust ma vanke ur bern c'hoarierien dezho (Ar Penn da skouer). Met marteze int bet touellet gant o zaolioù kaer. C'hoant o deus bet d'ober re hag unan anezho a zo solut met poan en deus da zerc'hel e evezh a-hed ar match : Ciani an hini eo. Fellet ez eus bet dezhañ c'hoari re fin ha paket eo bet diwar ar c'hoari-mañ gant Gapke (65vet mun.). Hag ar match da cheñch penn-da-benn ! Edo e dalc'h ar Vretoned penn-da-benn hag a-daol-trumm int en em lakaet en arvar drezho o-unan. Ar ramz Koller zo deuet tre eus tu Monaco ha start-kenañ eo bet an hanter-eurvezh diwezhañ. Dalc'het o deus paotred Gourkuff avat hag ar suportourien da darzhañ gant al levenez e dibenn ar match.

Audard : 6 : n'en deus ket bet gwall dra d'ober nemet en un hanter-eurvezh diwezhañ, dirak Koller, ha n'eo ket eñ a zo kaoz eus ar pal.
Boutruche : 6 : n'eo ket pignet kalz met e labour en deus graet evel difenner.
Jallet : 7 : pelec'h e chomo a-sav 'ta ? Evel stoufer e c'hoari bremañ ha den ne gredfe e c'hoarie e kampionad National 2 vloaz zo.
Ciani : 4,5 : ezhomm zo anezhañ en a-dreñv rak n'eus ket kalz paotred vras e skipailh an Oriant met pebezh fazi war ar pal.
Morel : 6 : evel e geneil eus an tu kleiz.
Marin : 7 : leun a startijenn war an tu dehou. Plantet en deus bec'h forzh pegement. Brav e vo gwelet anezhañ pa zistroio Ulrich ar Penn.
Abriel : 6,5 : derc'hel a ra mat kreiz ar skipailh...hag an dachenn.
Ewolo : 7,5 : n'eo ket bras met mouget en deus c'hoarierien kreiz Monaco.
Namouchi : 6 : fiziañs a zeu dezhañ pa oar e c'hoario un nebeud matchoù gant ezvezañs ar Penn.
Vahirua : 7 : anat eo en deus kavet e blas diouzhtu e c'hoari Gourkuff.
Saifi : 7,5 : 2 bal, jestroù teknikel ken ma'z eus, gwell a se eo chomet er bloaz-mañ.

Eus tu Monaco ne zeu war wel nemet Roma en e balioù ha ne gomprener ket perak n'eo ket deuet tre Koller abretoc'h hag en ur mod ivez Pino.

Evit gwelet un nebeud skeudennoù :
http://www.dailymotion.com/relevance/search/fc+lorient/video/x2qq80_france-2-foot-fc-lorient-as-monaco_sport/1

Comments

]]>
Tue, 14 Aug 2007 14:59:17 +0100
Muioc'h a internet en Afrika http://bedig.nireblog.com/post/2007/08/14/muioch-a-internet-en-afrika http://bedig.nireblog.com/post/2007/08/14/muioch-a-internet-en-afrika Muioc'h a internet en Afrika

Betek-henn ne oa nemet ur fun da gas an internet en Afrika. Eus Portugal ez ae betek kornôg Afrika.

Rak se n'eus ket muioc'h eget 4% eus an Afrikaned a zo kevreet ouzh an internet evit poent.

Cheñchamant a vo : ur fun nevez zo war sevel, eus tu ar reter ar wezh-mañ. Gant International Finance Corp (skourr prevez Bank ar Bed) e vo paeet an 32.5 milion a zollarioù a zo ezhomm.

250 milion a dud a c'hello bezañ kevreet er mod-se, adalek 2009.

Comments

]]>
Tue, 14 Aug 2007 11:24:08 +0100
FK Naoned - Stad Reims : 5-0 http://bedig.nireblog.com/post/2007/07/30/fk-naoned-stad-reims-5-0 http://bedig.nireblog.com/post/2007/07/30/fk-naoned-stad-reims-5-0 Dizonet e oa an Naonediz. 5 pal en ur c'hrogad, hag an holl anezho evit ar re velen : biskoazh kemend-all ! Paotred Reims o deus tarzhet diouzhtu goude 7 munutenn : Gousse a lakae unan e-barzh hag 8 munutenn da c'houde e oa tro ar ramz Bagayoko gant ur pezh-mell taol-penn. En ur c'hard-eurvezh e oa echu ar c'hrogad.

N'o deus ket bet paotred Reims an disterañ degouezh a-hed ar c'hrogad ha Gousse a lakae an 3e pal just goude an ehan war un tenn-kastiz. D'ar 55vet munutenn e lakae ar 4e, eñ ivez gant ur brav a daol gant e benn.

Birvilh a oa er stad. Un hola spontus zo bet hed-a-hed an dek munutenn diwezhañ ha Bagayoko a lake an hini diwezhañ d'an 90vet munutenn.

Ur vravig a nozvezh er Beaujoire evit 27.000 den memes tra ! Ret e vo diwall avat, n'eo nemet ar penn-kentañ. Skipailh Reims a oa gwall wan evel ma vijent bet 9 war an dachenn nemetken. Re wir eo ez eus bet bec'h etre int hag o renerien er sizhunvezhioù tremenet abalamour d'un afer adgoproù, ur sapre ambiañs...

Ar Ganaried o deus tennet ur pezh-mell taol atav met da ziwall zo, ne vint ket ar re nemeto (skipailhoù Montpellier, Amiens pe Sedan a vo ivez) ha n'eus nemet 3 flas evit adpignat.

Comments

]]>
Mon, 30 Jul 2007 22:09:58 +0100
Pilpouzerezh http://bedig.nireblog.com/post/2007/07/25/pilpouzerezh http://bedig.nireblog.com/post/2007/07/25/pilpouzerezh Setu aze graet an taol : paket eo bet Alexandre Vinoukourov abalamour d'an doping. Hag an holl da gouezhañ war e chouk.

Yann seller an Dro da gentañ. Ar memes re a lavare 2 zevezh zo : "Pegen kalonek eo Vino, hemañ zo prop da nebeutañ" (e-keñver paotr ar chupenn velen, Michael Rasmussen) o doa disoñjet e oa disfiz bras war ar reder deuet eus ar C'hazakstan e-penn kentañ an dro abalamour d'e zarempredoù gant ar mezeg Ferrari (ur briz mezeg en deus gwerzhet louzoù dopiñ d'an holl). Met 'fin, ar re sot gant an Dro o doa c'hoant da grediñ en ur reder a zo brav da welet hag a zo imor ennañ.

Ar gwashañ a zo gant ar re zo e penn ar skipialhoù gall, a gav din. Kavet o deus perak eo renket fall o rederien (gall ebet e-touez an 30 re gentañ !) : int zo prop hag ar re all (dreist-holl pa zeuont eus pell) a zo dopet ! Biskoazh kemend-all...Marc Madiot, e penn La française des jeux da skouer : "Un dra da lavaret nemetken : Vino er-maez !". Souezhus a-berzh un den a zo anavezet evit bezañ karget un tamm mat pa oa-eñ reder...

Startoc'h e vefe sevel ar goulennoù mat evel-just. Evel ma lavare Luc Le Blanc er sizhun dremenet e vije frouezhus en em soñjal war stummadur ar re yaouank, penaos e vez sachet re warno pa n'int ket 18 vloaz ha re vras o c'halon da c'houde...

Comments

]]>
Wed, 25 Jul 2007 12:48:05 +0100
Google en deus un tamm lañs war Yahoo ! http://bedig.nireblog.com/post/2007/07/22/google-en-deus-un-tamm-lans-war-yahoo http://bedig.nireblog.com/post/2007/07/22/google-en-deus-un-tamm-lans-war-yahoo Yahoo ! en doa bet e damm berzh e 1994 p'en doa ijinet ur porched nevez, warnañ keleier ha servijoù.
Abaoe avat eo bet tapet gant tarzhadenn klogorenn an internet er bloavezhioù 2000.
Google zo e penn ar jeu bremañ a-drugarez d'ar bruderezh eo deuet a-benn e renerien da lakaat da vezañ spletus.
Keloù mat evit ar brezhoneg atav pa'z eus ur stumm eus Google en hor yezh.

Comments

]]>
Sun, 22 Jul 2007 09:55:49 +0100
Sina, trede ekonomiezh ar bed http://bedig.nireblog.com/post/2007/07/22/sina-trede-ekonomiezh-ar-bed http://bedig.nireblog.com/post/2007/07/22/sina-trede-ekonomiezh-ar-bed PDK Sina a ya atav war gresk : + 11.5% evit 6 mizvezh kentañ 2006.
Rak se eo aet en tu all da hini Alamagn goude bezañ tapet hini Frañs ha Rouantelezh Breizh-veur e 2005.
Ne chom nemet Japn ha Stadoù Unanet Amerika a zo a-raok.
An dalc'h bremañ eo gouzout pegeit e c'hello ar Sinaed padout er mod-se...

Comments

]]>
Sun, 22 Jul 2007 09:51:25 +0100